Brudet eo dre ma'z eo aet ar maout gantañ meur a wech e redadegoù brudet. Emañ e-touez ar verdeerien a verde o-unan war o bag, ar muiañ titlet gant pemp trec'h warn-ugent.
E 1999 e savas ur skipailh redadeg anvet Mer agitée.
E 2007 e oa Michel levier ar vag 60 troatad hed Foncia ha ganti e reas ar Vendée Globe2008.
Gourdoneñ a ra er Forest-Fouenant, gant Roland Jourdain, e-tal kichen ar greizenn vroadel gourdonañ evit ar redadegoù er-maez.
1añ Transat Jacques Vabre gant Emmanuel Le Borgne war an 60 troatad Imoca Foncia e 17 devezh, 3 eurvezh, 31 vunutenn, 55 eilenn d'an tizh keidennek a 10,57 skoulm
1añ redadeg digenvez ar Figaro. Dont a ra da vezañ par da Jean Le Cam ha da Philip Poupon a oa bet trec'h teir gwech er redadeg-se ivez.