From Wikipedia, the free encyclopedia
Marco Edward Beltrami zo ur sonaozour stadunanat hag a labour evit ar sinema dreist-holl.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Marco Beltrami |
Anv ganedigezh | Marco Edward Beltrami |
Anv-bihan | Marco |
Anv-familh | Beltrami |
Deiziad ganedigezh | 7 Her 1966 |
Lec'h ganedigezh | Long Island (New York) |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | sonaozour, film score composer |
Tachenn labour | film score |
Bet war ar studi e | Brown University, skol-veur Yale, USC Thornton School of Music, Yale School of Music, Ward Melville High School |
Deroù ar prantad labour | 1994 |
Benveg sonerezh | Piano, benveg-tosiñ |
Tachenn | music of Brazil |
Bet kinniget evit | Academy Award for Best Original Score, Academy Award for Best Original Score |
Lec'hienn ofisiel | https://marcobeltrami.com/ |
Rummad tost | Category:Films scored by Marco Beltrami |
Ganet eo bet Marco Beltrami e Long Island, New York d'ar 7 a viz Here 1966, goude d'e familh genidik eus Italia divroañ da SUA. D'an oad a 6 vloaz e stagas gant seniñ piano. Pa oa krennard en deus sonet klavieroù e meur a strollad rock.
Da-heul e studioù e Brown University (Providence, Rhode Island) hag er Yale School Of Music, lec'h m'en deus heuliet kentelioù Jacob Druckman. Da-geñver e brantad studi en deus labouret e Venezia, Italia, evit ar sonaozour arnevez Luigi Nono. Aet eo goude-se da Los Angeles d'ar University of Southern California Thornton School Of Music. Aze en deus heuliet kentelioù gant Jerry Goldsmith.
E-kerzh e brantad studi en USC en deus Beltrami savet sonerezh evit filmoù studierien ha sonskridoù gourc'hemennet gant lazoù-seniñ (Chicago Civic Orchestra, Sao Paulo State Orchestra hag Oakland East Bay Symphony).
E sonskrid kentañ evit ur film hir zo bet graet e 1994, gant Death Match, ur film marc'hadmat sevenet gant Joe Coppolletta. Labouret en deus ivez evit ar rummad-filmoù tele Land's End, a roas tro d'e labour bezañ klevet gant ar filmaozer Wes Craven. Hemañ a ginnigas neuze da Varco Beltrami da sevel sonerezh e film Scream, e 1996. Kalz a vrud en deus degaset ar film-se d'ar sonaozour. Diskouezet en deus Marco Beltrami gant sonskrid Scream bezañ troet war ar sonerezh sinfoniek arnevez an 20vet kantved hag ar sonioù elektronek. Levezon ar sonaozour Ennio Morricone a c'heller klevet ivez el labour-mañ. Kendalc'het en deus da sonaozañ ingal war filmoù spont pe thriller dreist-holl, evel Mimic e 1997, sevenet gant Guillermo del Toro, pe The Faculty e 1998, aozet gant Robert Rodriguez.
Reiñ ur blaz liesseurtoc'h d'e labour en deus buan klasket ober Beltrami gant filmoù amerikan dizalc'h evel The Minus Man (Hampton Fancher, 1999), Walking Across Egypt (Arthur Allan Seidenman, 1999) pe The Dangerous Lives of Altar Boys (Peter Care, 2002). Bepred en deus disklêriet Marco Beltrami bezañ dedennet bras gant sevel sonerezh ur western. E 2005 e savas sonerezh film Tommy Lee Jones, The Three Burials of Melquiades Estrada, ar pezh a roas tro d'ar filmaozer James Mangold da c'hervel Beltrami evit skrivañ sonerezh e western 3:10 to Yuma, e 2007. Labour Beltrami war ar film-mañ a roas tro dezhañ bezañ meneget evit ar wech kentañ evel danvez-loread un Oscar, e 2008. A film da film, e ra Beltrami muioc'h-mui en e sonskridoù gant sonioù gwirion (diwar binvioù sonerezh pe traezoù a bep seurt) hag a vez distummet ha kempennet gant an urzhiataer da c'houde.
Darempredet en deus Beltrami sinema Europa ivez: labouret en deus meur a wech gant ar filmaozer danat Ole Bornedal (Nightwatch e 1998, Dybt vant e 1999, I Am Dina e 2002, Vikaren e 2007, 1864 e 2014), gant Bertrand Tavernier war sonerezh In The Electric Mist (2007). Kensavet en deus gant Marcus Trumpp sonerezh daou film Jean-François Richet diwar-benn buhez Jacques Mesrine, L'instinct de mort ha L'ennemi public n°1 e 2008. E 2013 e labouras gant ar filmaozer korean Bong Joon-ho evit film skiant-faltazi Snowpiercer.
Skoulmet en deus Marco Beltrami darempredoù a genlabour gant meur a filmaozer, en o zouez Wes Craven, Guillermo del Toro, Tommy Lee Jones, Ole Bornedal, John Moore. Tro en deus bet da labourat gant sonerien ha kanerien liesseurt ivez, evel Marilyn Manson (Resident Evil, 2002), Jorane (I Am Dina, 2002) pe Dirk Powell (In The Electric Mist, 2007). E 2015 e savas sonerezh ar film Fantastic Four a-gevret gant ar sonaozour brudet Philip Glass.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.