Wikimedia roll From Wikipedia, the free encyclopedia
Marc'heien an Daol Grenn zo, e kelc'h lennegel Danvez Breizh, un urzh marc'heien karget gant ar Roue Arzhur da glask ar Graal ha da zifenn e rouantelezh. En em vodañ a reont ouzh an Daol Grenn evit aroueziañ an ingalded etrezo. Tudennoù pennañ ar c'helc'h arzhuriek zo anezho. E 1155 e kaver ar meneg skrivet kentañ anezho er Romant de Brut skrivet gant ar barzh norman Wace. Skignet eo bet ar vojenn arzhuriek en Europa a-bezh adalek fin an XIIvet kantved, dre oberenoù Chrestien de Troyes dreist-holl.
Kalz marc'heien disheñvel zo bet meneget gant an oberennoù o deus kontet o istor. Gallout a reont bezañ kerent da Arzhur, enebourien gozh bet adunvanet gantañ, tud eus Enez Vreizh pe eus broioù all. Ar re vrudetañ eo Lanselod, Peredur (?), Yvain (?), Gaovan, Kae, Tristan, Galaad hag an treitour Mordred.
E-barzh istorioù fin ar c'helc'h arzhuriek er XVvet kantved, en o zouez an oberenn bennañ Le Morte d'Arthur, eo torret an urzh e kavailhadoù hag a ra brezel an eil re d'ar re all pa'z eo dizoloet an avoultradenn etre Lanselod hag ar rouanez Gwenivar, gwreg Arzhur.
Marc'heien an Daol Grenn | ||||
---|---|---|---|---|
Anv saoznek pe vrezhonek | Anvioù all | Oberenn gentañ ma vezont meneget | Oberennoù krennamzerel all | Notennoù |
Accolon ? | Sir Accolon of Gaul | kelc'h Post-Vulgate, t-d XIIIvet kantved | Le Morte d'Arthur | karet gant Morgana, lazhet dre zarvoud en un duvell gant ar Roue Arzhur. |
Aglovale ? | Agloval, Sir Aglovale de Galis | The Life of Sir Aglovale de Galis | mab henañ Pellinore. | |
Agravain ? | Agravaine | Lancelot-Graal, Le Morte d'Arthur | eil mab ar Roue Lot (eus Lothian pe Orkney) ha Morgause, c'hoar Arzhur. | |
Arzhur | Arzhur Pendragon, Arthur e saozneg ha galleg, Arturus e latin, Roue Arzhur | Y Gododdin, t-d VIvet kantved | kalz | Roue meur ar Vretoned, rener Loegria hag aotroù Kamelot. |
Bagdemagus ? | Lanselod, marc'heg e garr, bloavezhioù 1170 | Tad Meleagant ha rener Gorre. | ||
Bedivere ? | Bedevere, Bedwyr e kembraeg, Bédoier e galleg | Pa Gwr yw y Porthawr, t-d an Xvet kantved | Vita Cadoc, Kulhwch hag Olwen, Englynion y Beddau, Triadoù Enez Preden, Historia Regum Britanniae, Le Morte d'Arthur, kalz re all | Ro Kaledvoulc'h da Itron al Lenn endro ; breur Lucan. |
Bors the Younger ? | Bohort e galleg | Mab Bors an Henañ, tad Elyan ar Gwenn ; kenderc'hel a ra war-lerc'h Arzhur e skridoù zo. | ||
Brunor ? | Breunor le Noir, La Cote Male Taile ("The Badly-shaped Coat") | Marc'heg gant dilhad e dad muntret war e gein; breur Dinadan ha Daniel. | ||
Cador ? | (latin: Cadorius) | Historia Regum Britanniae, Hunvre Rhonabwy | desavet Gwenivar gantañ, tad Constantine; taolet evel kenderv Arzhur e skridoù zo. | |
Calogrenant ? | Colgrevance | Yvain ou le Chevalier au lion, bloavezhioù 1170 | Le Morte d'Arthur | Kenderv an aotroù Yvain. |
Karadeg | latin: Caractacus, kembraeg : Caradog Freichfras, hag a dalv Karadog e vrec'h kreñv, saozneg : Caradoc ha Carados of Scotland, galleg : Carados Briefbras | Perceval, the Story of the Grail, ar Mabinogi | Rebellet en doe enep Arzhur pa voe eñ deuet roue, ha goude e skoazias anezhañ. Div dudenn a-wechoù : Karadog an Henañ (ur roue) ha Karadog ar Yaouankañ (ur marc'heg). | |
Claudin | Lancelot-Grail, Le Morte d'Arthur | Mab vertuzus d'ar roue fallakr Claudas. | ||
Konstantin III Preden | Historia Regum Britanniae, t-d. 1136 | Le Morte d'Arthur | kenderv Arzhur hag an hini war e lerc'h war an tron; mab Cador. | |
Dagonet | farouell Arzhur. | |||
Daniel von Blumenthal | Daniel von Blumenthal, 1220 | marc'heg kavet e ganadur Arzhur el lennegezh alamanek. | ||
Dinadan | Komz-plaen Tristan, bloavezhioù 1230 | Le Morte d'Arthur | mab an Aotroù Brunor an henañ. | |
Ector ? | Hector, Antor, Ectorius | Lancelot-Graal, deroù XIIIvet kantved | Le Morte d'Arthur | desavet Arzhur gantaañ dre urzh Marzhin ; tad Kae. |
Elyan the White ? | galleg : Helyan le Blanc | Mab Bors | ||
Erec ? | N'eo ket sklaer ; e Erec et Enide evit ar wech kentañ, t-d 1170 | Gwelout Geraint ac Enid | Mab Roue Lac. | |
Esclabor | roue Saracen en harlu ; tad Palamedes, Safir ha Segwarides. | |||
Feirefiz | Parzival gant Wolfram von Eschenbach, deroù an XIIIvet kantved | Hantervreur Percival; niz Arzhur. | ||
Gaheris ? | Le Morte d'Arthur | mab ar Roue Lot ha Morgause, breur Gaovan, Agravaine ha Gareth, hag hantervreur Mordred. | ||
Galaad | Lancelot-Graal, deroù an XIIIvet kantved | kelc'h Post-Vulgate, Le Morte d'Arthur | mab bastard an Aotroù Lanselod hag Elaine of Corbenic ; bet kavet gantañ ar Graal Santel | |
Galehault ? | Galehalt, Galehaut | Lancelot-Graal, deroù XIIIvet kantved | ur roue estren hanter-ramz, bet enebour ar Roue Arzhur ha deuet da vezañ tost ouzh Lanselod. | |
Galeschin ? | Galeshin | Er c'helc'h Vulgate | Mab Elaine of Garlot hag ar roue [Budig II Breizh]]; niz Arzhur. | |
Gareth ? | Beaumains e galleg | Le Morte d'Arthur, Idylls of the King | ur mab all d'ar Roue Lot ha da Morgause ; e kartantez gant Lyonesse. | |
Gaovan | latin: Walwanus, kembraeg : Gwalchmai, iwerzhoneg : Balbhuaidh | Kulhwch hag Olwen, td. XIvet kantved | Conte du Graal, kelc'h Lancelot-Graal, Komz-plaen Tristan,Sir Gawain and the Green Knight, Le Morte d'Arthur ha kalz romantoù berr e saozneg grenn | ur mab all d'ar Roue Lot ha da Morgause ; tad Gingalain. |
Geraint | Geraint ac Enid | karantez Enid. | ||
Gingalain ? | Guinglain, Gingalin, Gliglois, Wigalois, etc., Le Bel Inconnu pe The Fair Unknown ivez | Le Bel Inconnu | Mab Gaovan. | |
Gornemant ? | Gurnemanz | Perceval, the Story of the Grail | Parzival | Mentor Perceval. |
Griflet ? | Girflet, Jaufre | Jaufré | ur c'henderv da Lucan ha Bedivere. | |
Hector de Maris | Ector de Maris | Quest du Saint Graal (kelc'h Vulgate) | hanter-vreur Lanselod, mab d'ar Roue Ban ; Bors ha Lionel eo e gendirvi. | |
Hoel | kembraeg : Hywel fab Emyr Llydaw, Howel | Hunvre Rhonabwy, Geraint ac Enid | Mab Budig II Breizh ; tad sant Tudwal. | |
Kae | kembraeg : Cai, latin: Caius | Pa Gur yv y porthaur? Xvet kantved | kalz | Mab da Ector, advreur Arzhur. |
Lamorak ? | Komz-plaen Tristan, t-d. 1235 | kelc'h Lancelot-Graal | mab ar roue Pellinore, breur Tor, Aglovale, Percival ha Dindrane ; karantez Morgause. | |
Lanselod | Lancelot du Lac, Lancelot of the Lake, Launcelot | Érec et Énide, t-d 1170 | Lanselod, marc'heg e garr, Lancelot-Graal, kalz re all | Mab ar Roue Ban eus Bro-C'hall, brudet evit bezañ kemeret ar rouanez Gwenivar evel pried kleiz, tad Galaad ; ar marc'heg pennañ er romantoù diwezhañ. |
Lanval ? | Landevale, Launfal, Lambewell | Lanval gant Marie de France, fin an XIIvet kantved | Sir Landevale, Sir Launfal, Sir Lambewell | Enebour da Wenivar. |
Leodegrance ? | Leondegrance | tad Gwenivar, roue Cameliard (?). | ||
Lionel ? | Lancelot-Graal, deroù an XIIIvet kantved | mab ar Roue Bors eus Gaunnes (pe Galia) ha breur Bors ar Yaouankañ. | ||
Lucan | Sir Lucan the Butler | Le Morte d'Arthur | servijour ar Roue Arzhur ; breur Bedivere, kenderv Griflet. | |
Maleagant ? | Malagant, Meleagant, marteze Melwas | n'ouzher ket, un dudenn heñvel anvet "Melwas" a zo en oberenn Buhez Gweltaz er XIIvet kantved | Lancelot-Graal, kelc'h Post-Vulgate, Le Morte d'Arthur | skraper Gwenivar. |
Mordred | Modred, kembraeg : Medrawd, latin: Medraut | Annales Cambriae, t-d. 970 | kalz | e troioù-kaer an Daol Grenn eo mab anpriedel Azhur ha Morgause. |
Morholt ? | Marhalt, Morold, Marhaus | barzhonegoù Tristan gant Béroul ha Thomaz Bro-Saoz, XIIvet kantved | barzhonegoù Tristan gant Eilhart von Oberge, Gottfried von Strassburg, Komz-plaen Tristan, Post-Vulgate, Le Morte d'Arthur | marc'heg iwerzhonat, enebour Tristan hag eontr Izold. |
Morien | Moriaen | marc'hegiezh nederlandek Morien, XIIIvet kantved | Mab Aglovale hanter-vorian. | |
Palamedes | Sarazin, mab ar Roue Esclabor, breur Safir ha Segwarides. | |||
Pelleas ? | Pellias | kelc'h Post-Vulgate, bloavezhioù 1230 | Le Morte d'Arthur | E karantez gant Ettarre, ha goude karet gant Nimue. |
Pellinore ? | Lancelot-Graal, kelc'h Post-Vulgate | Roue Listenoise ha mignon da Arzhur. | ||
Percival ? | kembraeg : Peredur ; Perceval, Parzifal | Percival e-barzh Erec et Enide, t-d. 1170 | Perceval, the Story of the Grail, Lancelot-Graal, kalz re all | Kavet gantañ ar Graal Santel ; mab ar roue Pellinore gant kontadennoù ao. |
Safir ? | Le Morte d'Arthur gant Thomas Malory, Komz-plaen Tristan | Mab ar roue Esclabor ; breur Segwarides ha Palamedes. | ||
Sagramore ? | Sagramor | Lancelot-Graal, kelc'h Post-Vulgate, Komz-plaen Tristan, Le Morte d'Arthur | marc'heg hollvezant an Daol Grenn ; meur a istor ha orin a zo lakaet en e gont. | |
Segwarides | Le Morte d'Arthur, Komz-plaen ''Tristan'' | mab Esclabor; breur Safir ha Palamedes. | ||
Tor ? | Le Morte d'Arthur | Mab ar Rou Ars, advabed gant Pellinore. | ||
Tristan | latin/predeneg : Drustanus; kembraeg : Drystan; portugaleg : Tristão; spagnoleg : Tristán ; Tristran, Tristram, etc. | Roman de Tristan gant Beroul | an daou Folies Tristans, Chevrefeuil gant Marie de France, Eilhart von Oberge, Gottfried von Strassburg, Komz-plaen Tristan, kelc'h Post-Vulgate, Le Morte d'Arthur | Mab pe kar da Roue Marc'h, karantez Izold. |
Urien | Uriens | tudenn istorel | Triadoù Enez Preden | Roue Rheged (pe Gorre), tad Yvain (Owain mab Urien) ha pried Morgana. |
Yvain ? | kembraeg : Owain ; Ywain, Ewain or Uwain | tennet eus an dudenn istorel Owain mab Urien | Historia Brittonum, Yvain ou le Chevalier au lion | Mab d'ar roue Urien |
Yvain the Bastard ? | Ywain the Adventurous, Uwain le Avoutres | Mab anpriedel Urien |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.