Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Al levrierezh eo kenwerzh al levrioù, da lavaret eo penn diwezhañ chadenn ar vicher embann. Levrdierien, levrierien a reer eus an dud a labour er vicher gwerzhañ levrioù dre ar munud.
E Henroma er 1añ kantved a-raok Jezuz Krist e oa ar c'hiz, e-touez ar pennadurezhioù, da sevel levraouegoù prevez ; diwar-se e tiwanas un obererezh kenwerzhel evit klask adwerzhañ levrioù[1].
Diwar berzh ar relijion gristen e kreskas ar goulenn war al levrioù : avieloù, bibloù, addisplegoù, ha skridoù evit al liderezh, koulz evit ezhommoù an Iliz ha re an dud prevez. Krouidigezh an deskadurezh uhel dindan paeroniezh an eskibien en XIIvet kantved a vroudas kenwerzh al levrioù eilskrivet war parch.
Pelloc’h, pa voe ijinet ar moullañ, e teuas war wel embregerezhioù nevez a c’helle klask testennoù da embann, o lakaat da vezañ moullet hag o gwerzhañ o-unan.
E-doug ar XVIvet hag ar XVIIvet kantvedoù e teuas an Izelvroioù da vezañ ar greizenn bennañ evit al levrierezh, hag e kreskas he fouez diwar kontrollerezh ar moulladurioù a oa e meur a Stad en Europa.
Un emdroadur bras a zeuas diwar diorroadur ar c’hehentiñ dre Internet pa voe savet rouedadoù elektronek kenwerzhel war ur vent bedel.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.