Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Un embregerezh a zo ur framm kevredigezhel renet gant un embregour. Diforc'hiñ a ra diouzh ar raktres plaen m'eo gouestlet an aozadur anezhañ da vezañ divodet pa 'z eo bet kaset da benn. Meizet eo kentoc'h an embregerezh evel un dra padus evit seveniñ tro ha tro meur a raktres damheñvel, pezh a empleg e padfe ar frammoù (da sk. : ardivinkoù, koskor, kevranneien, ...).
Pelloc'h e implijer ivez ar ger embregerezh evit raktresoù dieil hogen a seblant arvarus pe ziaes (beajoù bras da skouer).
Gallout a raer termeniñ ken plaen all un embregerezh evel obererezh un den pe ur strollad tud a labour evit pourchas madoù pe servijoù da arvalien en un endro a gevezerezh (ar marc'had) pe get (ar monopol).
Tri rumm bras a embregerezhioù a zo en holl vroioù :
Pal un embregerezh a zo kreskiñ war he marc'had en ur reiñ o c'hoant d'e arvalien e sell da c'henel gounidoù, goude bezañ paeet tailhoù ha taosoù hag ar c'hargoù digemm all (goproù, mizoù mont en-dro, ...).
Ent istorel, an embregour a zo un hanterour, ur c'hourater labour : urzhiet e vez sonn digantañ madoù pe servijoù, klask a ra ar vicherourien a broduio peb a lodenn eus an urzhiad-mañ ha kemer a ra e karg ma vo degaset reizh. Kement-se en ur c'henarroud lec'h n'eo ket gwall merket rannadur al labour, ma chom ar vicherourien er gêr da labourat, hag ez eus en o c'herz o ostilhoù ha zoken o ardivinkoù (stern-gwiadiñ da skouer).
Un embregour a zo dreist-holl ur "Yann e vil vicher", e-tailh da wellekaat an ezhommoù kevala hag ar c'hoskor evit ren un obererezh reizhek ha spletus. Evit hen ober, e oueziadur gwiraouel a 'n em ziskouez priziusoc'h priziusañ en abeg d'an doare m'eo aozet ar marc'had ha ma ranker mont dezhañ.
Kavet vez c'hoazh ar seurt aozadur-se hiziv an deiz, da skouer e greanterezh an treuzdougen, ar servijoù (ijinouriezh, ...), lec'h ma kaver, e-kichen strolladoù bras, tud dizalc'h perc'henn war o ostilh labour (sammgar pe kobar) hag a gav o urzhierien dre hanterouriezh kouraterien.
Gant an dispac'h greantel e kemm an embregourien, aveet int gant o ardivinkoù dezho hag e viront ar memes micherourien pell amzer, diwar se e tisoc'h an embregerezhioù hengounel. En armerzh a-vremañ, ma lañs ar servijoù war ar greanterezh, keal an implijad a lañs eñ ivez war hini ar micherour.
Diazezet eo un embregerezh war un niver a gefridioù pouezus-meurbet a warant e mont en-dro.
Peurvuiañ e sav an embregerezhioù un urzhaz e-touez o implijidi : ar re a zo lec'hiet war ur bazenn izeloc'h (sk.: skipailherien, kenlabourerien, implijidi, ...) a sent ouzh ar re lec'hiet war ur bazenn uheloc'h (merourien, sternidi, pennoù raktres, ...).
An embregiñ a zo - en holl vroioù - enframmet gant ur reoliadur. Mont a ra en-dro eta ar bras eus an embregerezhioù hervez ur framm raktermenet gant al lezenn. E kenarroud un armerzh kevalaour, e c'haller kaout un embregerezh war un anv personel (peurvuiañ un mikroembregerezh). Da skouer, e Frañs, 95% eus an 3 millon a embregerezhioù a gaver er vro a zo mikroembregerezhioù etre 0 ha 3 kenlabourer.
Gallout a reer ivez stummañ un dudelezh dindan stumm ur c'hevredad. Hemañ a c'hell bodañ meur a berzhiad en e gevala, ha barrek eo da seveniñ aktaoù merañ. Ar stummoù liesseurt a gevradoù a gemm hervez ar broioù.
Da neuze e ranker digemmañ perc'henniezh gwirion an embregerezh hag ar galloud da seveniñ aktaoù merañ en anv ar gevredigezh. Hervez ar stumm kevredadel e vo graet ur merour pe ur prezidant (eilet gant ur rener hag ur c'huzul-merañ diouzh tro) eus an hini e karg eus mont en-dro red an embregerezh. An hini titlet war ar c'hefridi-se a c'hell bezañ en e gerz lodennoù kevredadel pe gevrannoù pe c'hoazh bezañ gougemennet.
Frammañ un embregerezh diouzh stumm ur c'hevredad dre gevrannoù na empleg ket dre ret e vije feuriet an titloù-se en un eskemmdi (pe zoken na vije sellet outañ evel ma rafe galv foran d'an espern). M'eo an degouezh, prenadennoù en eskemmdi pe kinnigoù prenañ foran a c'hell lakaat kemm e muianiver kontroll an embregerezh, ha disoc'hiñ ivez e kemm e renerezh.
Kemm a ra kefridi pennañ un embregerezh eus unan d'egile pe c'hoazh hervez ar savpoentoù e kreiz ar memes embregerezh (da sk.: savboent ar c'hevranneg, an implijad, ar sindikad, ar renerezh, ...). E-touez ar c'hefridioù oberata lies eur kustum da arsellet, e kaver :
Gant kevredadoù zo e c'hall bezañ diheñchet kefredioù pennañ an embregerezh, pergen evit :
Savpoentoù politikel liesseurt war talvoudegezh kefridiel an embregerezhioù prevez a zo bet stummet e-kerzh red an istor ha saveladur ar preder armerzhel :
Ar c'hefridioù oberatael (sk.: produiñ, kontouriezh, kenwerzh, marketing, kontroll war ar merañ, ...) hag a zever eus amkanioù armerzhel an embregerezh a c'hall bezañ :
N'eus ket a genere eeun hag emgefre etre kefridioù ha frammoù un embregerezh, ma c'hell e aozadur kemmañ kalz eus unan d'egile. Alies mat eo gwevn ar framm ha ec'h emdro aes a-walc'h. Kemm a ra diouzh ment, lec'hiadur, gennad labourerezh, patrom aferioù (business model) ha strategiezh an embregerezh.
An embregerezh a zo ur metoù aozet, a gaver ennañ savlec'hioù sokiologel liesaet :
Hervez ment an embregerezh e c'hell bezañ kemmesket an aktourien-se a-wezhioù : d'an eeunañ-toud, ur gereerezh a c'hell da skouer mont en-dro gant un den hepken, war un dro piaouer ar c'hevala, rener ha goprad dieil.
En embregerezhioù brasoc'h eo digemmet an aktourien-se.
Ar gevranneien a zo en o c'herz kevala an embregerezh. Emañ en o c'hefridi degas ar fontoù kellidel evit diorren an embregerezh, dibab izili ar Renerezh ha gwiriekaat eo meret reizh an aferioù gant ar Renerezh.
Resev a reont korvoderioù war spletoù an embregerezh, a reer ranndal anezho.
Gwelet ivez : KEBAT, Kevredad dre gevrannoù (KDG), Kevranneg.
Emañ ouzh e ober tud karget a verañ aferioù red an embregerezh ha lakaat e pleustr strategiezh an embregerezh evel m'eo bet degemeret gant ar kevranneien.
Ouzh e baeañ ez eus peurvuiañ ur gopr, hag ivez un doare deuriekadur, alies dindan stumm stock-optionoù pe bonuzoù kellidel menegeret war berzh an embregerezh.
Gwelet ivez : PRM, Merour.
Ouzh o ober ez eus peurvuiañ :
Resev a reont ur gopr en eskemm eus o labour sevenet e kreiz an embregrezh.
Gwelet ivez : gopridi, sternidi.
Gant selloù zo, techet da goazhiñ - pa n'int ket flemmus pe manikean - e vez lakaet kevezerezh dre ret etre 3 rummad aktourien an embregerezh prevez (kevranneien, renerezh, gopridi) ha kement ne vez ket grataet d'ar c'hopridi gant ar Renerezh a-fet arc'hant - da skouer en ur vuiaat ar goproù - a zo tonket "d'ar c'hevala" e kerz ar gevranneien.
An doare-enebiñ-se da welet - a c'hell diskouez e reizhidigezh e kenarroudoù armerzhel trubuilhet-kenañ pe a-ziwar-lerc'h (krach en eskemmdi, patrom cost-killer, ...) - a ranker arlivañ gant ur sell reizhiadel muioc'h reolet ha kenoberel etre an 3 rummad aktourien ... se pergen evit mad an embregerezh, mad ar c'hopridi ha mad ar gevranneien.
E-touez ar palioù liesseurt a c'hell bezañ d'un embregerezh, klask ar spletoù a zo dezhañ ur plas a bouez. Splet an embregerezh (da vezañ digemmet diouzh ar gounid) a dalvez da gentañ-penn da baeañ ar c'hevala postet.
Pa 'z eus anv a embregerezhioù a reer kevalaour anezho, ma fell d'ur postour (un den en deus arc'hant) e bostañ en un embregerezh kentoc'h eget e virout, ez eo dre ma venn e ampletfe muioc'h an arc'hant postet evel-se en embregerezh. Ma ne c'han ket un embregerezh a-walc'h a c'hounid dasparzhet dindan stumm ranndaloù, e vrud a goll lufr ha ne zedenn ket mui ar postourien. Da heul e vije lakaet diaez e varregezh da ziorren (a vevez peurvuiañ kellidoù evit - da skouer - digeriñ adstalioù en estrenvro pe loc'hañ programmoù nevezadenniñ) ma n'eo ket da chom bev zoken.
Evit pep gennad obererezh ez eus ul live gounidoù « boas » gortozet. Evel-henn da skouer er gennad apotikerezh ar bloavezhioù 2000, live keitat ar gounidoù gortozet a oa 15% / bloaz eus ar c'hevala postet (a zo kalz !). Ma c'han un embregerezh nebeutoc'h a c'hounid, ar gevranneien o deus postet ennan o arboelloù (en un doare eeun pe aliesoc'h dieeun, dre ur bank pe ur c'hef leveoù) a zo dipitet, a goll fiziañs e fin ar gont er postadur asantet hag a werzh o c'hevrannoù : digreskiñ a ra neuze priz an embregerezh (ne vern e vije feuriet en eskemmdi pe get) hag ar bostourien a chom a zo war goll.
Un embregerezh kevalaour a vije re wan ar gounidoù anezhañ re bell amzer n'en deus ket a reizhabeg armerzhel : ar peurvuiañ e vez serret pe adprenet. Pa 'z eus anv a embregerezh eus an armerzh sokial, e treistpado ma tegas un dalvoudegezh sokial d'ar gevredigezh (sk.: embregerezh kenemprañ) ha ma kav ur c'hellidvastour e-tailh da gellidañ ar c'holloù a c'hall c'hoarvezout (sk.: strollegezh tiriadel). Erfin, an embregerezhioù familh - war un dro prevez ha nann feuriet - a c'hall kavout o c'hempouez etre gounidoù uhel ha talvoudegezh sokial hag ober berzh war hir dermen, pergen dre o ment a-skeul gant an dud ha nested ar merañ e-keñver ar gopridi.
E berr gomzoù, lakaat a reer un obererezh da vezañ askorus en ur werzhañ ar c'herañ a c'heller ur produ pe ur servij hag en ur zispign an nebeutañ a c'heller evit e oberiañ.
Digejañ a reer korvoderioù boas ha korvoderioù divoas :
Ar marz, jedet evel diforc'h etre priz gwerzhañ ha koust produiñ ar marc'hadourezh entoueziet er produ gwerzhet, a dalvez kement ha lodenn bennañ splet an embregerezh.
Evit muiaat ar marz-se, n'eus ken nemet daou loc'h :
An araezioù ober evit leiaat ar c'houstoù a zo liesseurt kenañ, pergen :
En ul lodenn eus Europa, evel e-barzh broioù diorroet all (dre vras ar broioù kornôgat enno koustoù tud labour uhel), ez eo hiziv askorusoc'h evit ar produadurioù emgefrenadus ha dezho ur gwerzh ouzhpennet izel da implijout un ardivink kentoc'h eget ur goprad (koust al labour nebeut perzhek o vezañ uheloc'h eget koust ar c'hevala). Setu perak kalz a embregerezhioù a dreuzlec'hia produadurioù zo war-du broioù m'eo izel enno koust an dud labour ... zokenoc'h e implijont ur wezh an amzer pourchasoù etreadegerezh, pa ne geidont ket o c'hoskor en ur zifredañ.
Evit talañ ouzh kudenn dilec'hiadur bedel ar produiñ gant ur gwerzh ouzhpennet izel e ranker lakaat e pleustr an nevezadenniñ, krouiñ obererezhioù dezho ur gwerzh ouzhpennet uhel (sk.: Airbus A380, TTB, karbedoù poellek, mikrokewerieroù, danvezioù nevez, meziantoù hefil, bevdeknologiezhioù, armerezh, kreizennoù derc'hanel, robotoù skoazeller evit an dud kozh, gwiadoù poellek, gwrierezh uhel, ...) a c'houlenn tud labour ijinek ha perzhek uhel ha war un dro diorren ar servijoù nested.
Kement ha lavaret, ar servijoù a dalvez hiviziken 70% eus obererezh armerzhel (PDK) ar bed kornôgat, pezh a gadarna emdroadur ar broioù diorroet war-du an armerzh goude greantel.
Evit diverrañ :
kement-se a-benn :
Rummataet e c'hall bezañ an embregerezhioù hervez meur a zezverk :
Hervez gwir ar c'hevezerezh, stumm gwirel (tudelezh a wir prevez pe a wir publik, kevredad, kevredigezh) hag pal (kenwerzhel pe get) an embregerezh ne reont forzh. Gant se, gouez d'ar gwir kumuniezhel, « keal an embregerezh a gompren kement ensavadur dezhañ un obererezh armerzhel, forzh pe zezvad gwirel ha doare arc'hantañ a vije gant an ensavadur-se » (Lez Justis Kumuniezhioù Europa (LJKE), diferad Höfner, 1991).
Neoazh, nep aozadur a seven ur c'hefridi sokial hepken (LJKE, Poucet 1993) pe an hini a embreg brientoù a c'halloud publik (LJKE, Eurocontrole, 1994) na embreg ket un obererezh armerzhel ha n'eo ket kennebeut un embregerezh a suj da wir ar c'hevezañ.
Da vezañ klokaet
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.