obererezh evit produiñ madoù pe servijoù From Wikipedia, the free encyclopedia
Al labour zo oberoù graet gant ar c'horf hag ar penn evit tizhout un disoc'h. War pep tachenn a c'hall bezañ e c'hall an neb labourat. Gallout a ra bezañ kaset da benn anezhañ e-unan pe dre ret, evel er sklaverezh. Al loened ivez a labour, renet gant an dud. E meur a vro e vez lidet Gouel al Labour d'ar 1añ a viz Mae.
Dre astenn-ster e komzer eus labour evit ur vicher. Dilabour e vez graet eus un den hep labour.
Dre astenn-ster e komzer ivez er fizik eus labour un nerzh.
Pa vez anv eus oberoù a denn d'an douar, d'an natur evit gounit plant e vez komzet eus al labour-douar.
Al labourioù, el liester, a vez graet eus oberioù evit sevel pe dresañ ur savadur pe un hent.
Al labour zo un obererezh graet en eskemm d'ur gopr, evit produiñ ur mad pe ur servij. Eñ hag ar c'hevala a ya d'ober ar faktorioù produiñ. Kavet e vez war marc'had al labour.
Gant kod al labour e vez dastumet peurliesañ ar reolennoù e pleustr en ur vro. Ret eo d'an implijerien koulz ha d'an implijidi doujañ dezho, en ur Stad a wir bepred. Reolennoù etrevroadel zo ivez, da skouer gant Unaniezh Europa hag Aozadur etrebroadel al labour.
Ar ger « labour » a gaver e saozneg ivez. Anv meur a strolladoù politikel saoznek eo : gwelet Strollad al Labour. Mennegomp memestra :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.