Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Klaoda Bro-C'hall, ganet d'an 13 a viz Here 1499, ha marvet d'an 20 a viz Gouhere 1524 e Bleaz, a oa dugez Breizh (1514-1524) ha rouanez Bro-C'hall (1515-1524) dre he dimeziñ gant Frañsez Iañ, roue Bro-C'hall en 1515. Merc'h henañ ar roue gall Loeiz XII a Vro-C'hall hag e wreg Anna Breizh e oa. Mamm-gozh e oa eta da Herri III, roue Bro-C'hall (1551-1589) a lakaas lazhañ e genderv Herri, dug Guise.
Klaoda Bro-C'hall | |
Tresadenn eus Klaoda Bro-C'hall, graet war-dro 1520 | |
Dugez Breizh | |
Ren | 9 a viz Genver 1514 20 a viz Gouere 1524 |
---|---|
A-raok | Anna |
Goude | Frañsez III |
Rouanez Bro-C'hall | |
Ren | 1añ a viz Genver 1515 20 a viz Gouere 1524 |
A-raok | Mari Tudor |
Goude | Leonor Aostria |
Buhez | |
Ganet | 13 a viz Here 1499 Romorantin-Lanthenay, Bro-C'hall |
Marvet | 20 a viz Gouere 1524 (24 bloaz) Kastell Bleaz, Bro-C'hall |
Bez | Penniliz Saint-Denis |
Tiegezh | Valois-Orléans |
Tad | Loeiz XII, roue Bro-C'hall |
Mamm | Anna Breizh, dugez Breizh |
Priedoù | Frañsez Iañ |
Diskennidi | Frañsez III, dug Breizh Herri II, roue Bro-C'hall |
Relijion | katolik |
C'hoar e oa da Renée Bro-C'hall. Bez e oa ivez: kontez Soissons, Blois, Coucy, Étampes, Montfort-L'Amaury, ha dugez Milano.
Dre ma oa ur plac'h, ne c'halle ket, hervez giz ar rouaned c'hall, bezañ rouanez war-lerc'h he zad, met peogwir n'he doa breur ebet e c'halle bezañ anvet da zugez Breizh.
Hervez Brantôme :
Ret e oa dezhi plegañ d'ar roue a veze dalc'hmat gant Françoise de Foix.
Seizh bugel o devoe Klaoda ha Frañsez Iañ :
Mervel a reas e 1524. Addimeziñ a reas ar roue da Leonor Aostria (1498-1558)
He mab henañ Frañsez a voe dug war he lerc'h ha kurunennet e voe evel Frañsez III, dug Breizh.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.