Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kastell Lehon zo e kumun Lehon e-kichen Dinan, e Breizh-Uhel.
Emañ ar c’hastell er c’hreisteiz da Zinan war un dorgenn 70 metr uhelder. Nepell emañ diouzh ar stêr Renk ha diouzh an hent bras a gas eus Roazhon da Zinan.
Ur c'hastell koad a voe savet da gentañ, en Xvet pe en XIvet kantved. Anv a reer anezhañ evit ar wech kentañ en ur skrid eus 1034[1]
War pallenn-moger Bayeux e weler argad ur c’hastell, gant ar gerioù-mañ dindan : "contra dinantes" (a-enep tud Dinan). Tennañ a ra ar c’hastell skeudennet da gastell Lehon, kalz muioc’h eget da hini Dinan. Perc’hennet e oa an daou gastell, ouzhpenn, gant aotrouien Dinan...
E 1168 Herri II, roue Bro-Saoz, a lakaas seziz war ar c’hastell difennet gant aotrouien Dinan, met en aner. N’eo nemet er bloavezh war-lerc’h, e 1169, e teuas a-benn da gemer ar c’hastell ha da zistrujañ anezhañ.
E dibenn an XIIvet kantved hag e deroù an XIIIvet kantved e voe adsavet ar c’hastell gant Rolant Dinan hag e ziskennidi. Rivinoù eus ar c’hastell-se eo a weler bremañ e Lehon.
En XIIIvet kantved e tremenas ar c’hastell eus familh aotrouien Dinan da familh Avaogour. E 1264, Alan Avaogour a werzhas kastell Lehon ha kastell Dinan d’an dug Yann Iañ ar Rouz. Dont a reas kastell Lehon da vezañ sez galloud an dug evit korn-bro Dinan.
E 1341 e krogas Brezel hêrezh dugelezh Breizh etre Yann Moñforzh ha Charlez Bleaz. E 1359 e voe lakaet seziz war kastell Lehon ha war kêr Zinan gant ar Saozon, renet gant Herri, dug Lancaster. E dibenn ar XIVvet kantved, goude emglev Gwenrann, a lakae fin da Vrezel hêrezh dugelezh Breizh, e teuas en-dro kestell Lehon ha Dinan etre daouarn an dug Yann.
E dibenn ar XVvet kantved e voe lakaet kreñvaat mogerioù ar c’hestell gant an dug Frañsez II. Aspadennoù eus kement-se a weler hiziv c’hoazh. Met ne voe ket a-walc’h evit stourm ouzh ar C’hallaoued : goude drouziwezh Sant-Albin-an-Hiliber d’an 28 a viz Gouere 1488, ar gouarnour a rentas alc’hwezioù kêr "pour éviter le pillage, les robberies et les efforcements de femmes" (kuit da gaout skrap ha riñs enni ha kuit d’ar merc’hed bout gwallet".
Dilezet e voe ar c’hastell e 1490, pa oa o kouezhañ en e boull, met implijet e voe c’hoazh e-pad ar brezelioù a relijion e 1590.
E 1664 e voe roet rivinoù ar c’hastell gant roue Bro-C'hall, Loeiz XIII da Charles Bruslard, an abad a oa e penn abati Lehont, d’ar venec'h da dapout mein eno evit kempenn savadurioù o abati.
Daoust ma ne chome nemet dismantroù eus ar c’hastell e kendalc’he gouarnour Dinan (betek an Dispac'h Gall) da vezñ anvet "Gouarnour kestell Dihan ha Lehon".
E-pad an Dispac'h gall e voe prenet ar c’hastell gant un aotrou Reslou de Guemen. Dek vloaz goude e c’houlenne an aotrou-se digant an ti-kêr aotre da zispenn an tourioù hag ar mogerioù. Laouen e voe ar c’huzul-kêr pa c’hallas evel-se kaout mein a-leizh da bavezañ an hent a-hed ar Renk. Gant an dispenn-se e voe daouhanteret uhelder an tourioù.
Diskennidi Reslou de Guemen a brofas an dismantroù d’ar barrez e 1872, en ur c’houlenn ma vije savet ur chapel warno. E 1875 eta e voe savet ur chapel, gouestlet da Sant Jozef. E 1964 e voe freuzet ar chapel ha ne chom anezhi nemet delwenn Sant Jozef.
Abaoe 1905 eo perc’hennet ar c’hastell gant ar gumun. Lakaet e voe war roll ar monumantoù istorel d’ar 4 a viz C’hwevrer 1926, met tennet e voe alese e 1931 war c’houlenn an ti-kêr. E 2004, war c’houlenn ar maer, e voe lakaet ar c’hastell en-dro war roll ar monumantoù istorel. Etre 2003 ha 2006 e voe labourioù da gempenn ha da suraat al lec’h. Hag abaoe miz Mezheven 2006 eo digor ar rivinoù d’ar weladennerien.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.