HK 416
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
An Heckler & Koch HK416 zo ur fuzuilh-arsailh kambret e 5,56 × 45 mm. Krouet e oa bet ha produet e vez gant an embregerezh alaman Heckler & Koch. Diazezet eo he stumm hollek war ar familh fuzuilhoù AR-15, met ober a ra gant ur sistem amprest-gazoù deveret eus hini ar G36 ijinet gant Heckler & Koch ivez.[1]
Remove ads
Remove ads
Istor
Er bloavezhioù 1990, an Nerzhioù Ispisial Delta Force eus arme SUA a genlabouras gant Heckler & Koch evit sevel ur garabinenn nevez e plas an Heckler & Koch MP5 pa gave dezhe e oa re wan ar munision 9 mm implijet enni, hag an M4, re vras herveze[2]. Heckler & Koch a c'hellas tapout skiant diwar raktresoù all kaset da benn gante evel hini G36 ar Bundeswehr, XM8 arme SUA (nullet e 2005) ha programm gwellaat an SA80 A2 evit ar British Army. Heckler & Koch M4 a oa anv kentañ ar raktres, met dilezet e voe goude klemmoù gant Colt Defense.
Goude amprouennoù e deroù ar bloavezhioù 2000 e cheñchas an Delta Force e fuzuilhoù M4 evit an HK416D e miz Meurzh 2005. Dibabet e voe evel arm standart armeoù Norvegia e 2008 ha Bro-C'hall e 2017.[3]
Ur stumm kambret e 7,62 × 51 mm eus an HK 416 a zo bet savet dindan an anv HK 417.

Remove ads
Implijerien ofisiel
Alamagn : Nerzhioù Ispisial, Bundeswehr
Aostralia
Brazil : Nerzhioù Ispisial
Estonia : Nerzhioù Ispisial
Filipinez
Frañs : arme
Hungaria
Indonezia
Italia
Izelvroioù : Nerzhioù Ispisial
Iwerzhon
Japan : Nerzhioù Ispisial
Jordania
Republik Korea
Kroatia : Nerzhioù Ispisial
Luksembourg : arme
Malaysia
Montenegro
Norvegia : arme
Polonia : Nerzhioù Ispisial
Portugal
Serbia
Singapour
Slovakia
Spagn
Stadoù-Unanet Amerika : Joint Special Operations Command, US Marine Corps ha reoù all. Un HK 416 a voe implijet gant ur skipailh Navy SEALs da lazhañ Ousama ben Laden e miz Mae 2011 e Abbottabad (Pakistan)[4].
Turkia : Nerzhioù Ispisial
Ukraina : arme (pourvezeziet gant an Izelvroioù)
Remove ads
Daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads