Gwezhenneg zo un anv-tiegezh brezhonek hag a zeu eus un anv-badez kozh, anv sant Gwezhenneg, unan eus mibien Fragan. Uuetenoc zo meneget alies e Diellevr Redon. Dont a ra an anv-se eus ar brezhoneg kozh uueten (emgann).

Kalz stummoù gallekaet disheñvel a gaver e marilh ar boblañs : Guezennec, Guézennec, Guézenec, Guéthénoc, Guézenoc, Guéhenneuc, Guéhenno, Guihenneuc, Guihéneuc, Guiheneuf, Guihenneuf, Guiszeneuf, Guineheux, Guinéheux, Guinéheu, hag all, hag all.

E Beuzid-Klison e oa ganet ur bugel dindan anv Guiheneuf e 1781 ha marvet dindan hini Dixneuf e 1783. Er XVIIvet kantved e oa c'hoarvezet ar memes tra e La Boissière-de-Montaigu, e marzioù dispartiañ Breizh ha Poatev, lec'h ma oa deuet an anv Guineheuf da vezañ Guyneuf hag a-benn ar fin, Dixneuf.

Anv-lec'h

Tud

Gwethenog

  • Gwethenog Pourc'hoad (m. e 1046), beskont, diazezer tiegezh ar Pourc'hoad

Guezennec, Guézenec, Guéhennec

  • Francis Guézennec (1926-2006), soudard ezel eus ar Bagad stourm Kieffer e-pad an eil Brezel-bed
  • Alain Guéhennec (g. e 1954), eilsturier ralli-redadeg

Guéhéneuc

Ur familh nobl gall a orin breizhat eo :

  • François Scolastique de Guéhéneuc (1759-1840), politikour
    • Louise de Guéhéneuc, dukez Montebello (1782-1856), e verc'h, pried ar marichal Jean Lannes
    • Charles Louis Joseph Olivier Guéhéneuc (1783-1849), e vab, eil-a-gamp Napoleone Buonaparte

Guéhenneux

E Bro-Gwened ha Bro-Naoned.

Guéhenno

  • Jean Guéhenno (1890-1978), skrivagner gallek, hag Annie Guéhenno (1916-2006), e bried, rezistantez ha skrivagnerez
    • o mab Jean-Marie Guéhenno (g. e 1949), diplomat

Guiheneuf, Guihenneuf

  • René Guiheneuf (1746-1793), chouan
  • Robert Guiheneuf (1899-1986), skrivagner komunour
  • Yves Guiheneuf, armerzhour

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.