Good Night, and Good Luck

From Wikipedia, the free encyclopedia

Ur film amerikan gant George Clooney eo Good Night, and Good Luck.. Deuet e oa e 2005 ouzh ar skrammoù.

Stourm Edward R. Murrow, kinniger ar c'heleier er skinwel er bloavezhioù 50 hag ar produktour Fred Friendly ouzh ar senedour McCarthy eo danvez ar film. E gwenn ha du eo bet filmet.

Synopsis

Penn-kentañ ar c'hazetennerezh er skinwel eo prantad Good Night, and Good Luck. Edward R. Murrow hag e skipailh a glask lakaat war wel doareoù ar senedour Joseph McCarthy, kroaziad ouzh ar gomunisted anezhañ. War wel d'an holl e teu ar reuz pa voe tamallet d'ar gazetennerien gant ar senedour a vezañ komunisted. Dindan ar bec'h e talc'ho mat skipailh CBS.

Tudennoù ar film

Ar re bennañ eo :

  • Edward R. Murrow - (David Strathairn) : kazetenner war ar chadenn skinwel CBS, evit an abadenn See It Now.
  • Fred Friendly - (George Clooney) : kenproduktour gant Murrow eus See It Now.
  • Don Hollenbeck - (Ray Wise) : kazetenner ha kenlabourer Murrow e CBS, a voe tamallet dezhañ bezañ komunour.
  • William Paley - (Frank Langella) : rener CBS.

Fichenn deknikel

Prizioù

  • Good Night, and Good Luck. zo war ar renk dre beder gwezh evit Golden Globe Award 2006 :
    • Golden Globe Award : Film dramatek gwellañ
    • Golden Globe Award : Sevenour gwellañ, Georges Clooney
    • Golden Globe Award : Aktour gwellañ en ur film dramatek, David Strathairn
    • Golden Globe Award : Senario gwellañ, George Clooney ha Grant Heslov

Tro-dro d'ar film

  • Ar frazenn a rae Murrow ganti evit klozañ e abadennoù a zo aet d'ober titl ar film.

Gwelet ivez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.