From Wikipedia, the free encyclopedia
Germaine Kerjean, bet ganet Germaine Charlotte Rose Chapelle d'an 22 a viz Gouere 1893 en Havr-Nevez (Seine-Izelañ d'ar mare-se, Bro-C'hall) hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Mae 1975 e Viry-Châtillon (Essonne, Bro-C'hall), a oa un aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall.
Troet-mat e oa-hi gant ar c'hoariva. Ma'z eas da Bariz da gregiñ gant he micher e strollad komedianed Charles Dullin. A-hed pemp bloaz warn-ugent he devoe tro da c'hoari war holl leurennoù ar benngêr. Degemeret e voe er gComédie-Française ha mont a reas da gomedianez anezhi adalek 1946 betek 1956.
Ar filmaozer gall Henri Fescourt (1880-1966) an hini eo a roas tro dezhi d'ober anaoudegezh gant ar sinema dre e film hir mut Monte Cristo (deuet e-maez e 1929).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.