From Wikipedia, the free encyclopedia
George Gordon Meade lesanvet « Old Snapping Turtle », ganet d'an 31 a viz Kerzu 1815 e Cádiz, Bro-Spagn ha marvet d'ar 6 a viz Du 1872 e Philadelphia, Pennsylvania, a oa un ijinour hag un ofiser uhel en United States Army. Stourmet en devoa gant enor en Eil Brezel Seminole hag er Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet. E-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika e oa jeneral en Union Army, tremenet eus ar renk a gomandant ur vrigadenn da benn uhelañ an Army of the Potomac. Brudet-bras e voe pa drec'has lu ar jeneral Robert E. Lee e-pad Emgann Gettysburg e 1863.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet, Spagn |
Lealded | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | George |
Anv-familh | Meade |
Deiziad ganedigezh | 31 Kzu 1815 |
Lec'h ganedigezh | Cádiz |
Deiziad ar marv | 6 Du 1872 |
Lec'h ar marv | Philadelphia |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Tanijenn skevent |
Lec'h douaridigezh | Laurel Hill Cemetery |
Tad | Richard Worsam Meade I |
Mamm | Margaret Coats Butler Meade |
Breur pe c'hoar | Richard Worsam Meade II |
Pried | Margaretta Meade |
Bugel | George Meade, Sarah Wise Meade |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | milour, Ijinour |
Bet war ar studi e | United States Military Academy |
Deroù ar prantad labour | 1835 |
Grad milourel | brigadier general |
Brezel | Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, Seminole Wars, Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, emgann Gettysburg |
Skour lu | Union Army, United States Army |
Ezel eus | American Academy of Arts and Sciences |
Teuliad arzour e | Frick Art Research Library |
Oberezhioù stourm Meade e-pad ar Brezel diabarzh a grogas pa oa penn ur vrigadenn e-pad Kampagn Peninsula hag emgannoù ar Seven Days Battles, e-touezh anezho Emgann Glendale, eno e voe gloazet don. Evel penn divizion, e voe mailh evel ofiser e-pad Emgann ar South Mountain nebeut amzer e voe penn uhel ur c'horfad e-pad Emgann Antietam. E divizion a voe an hini en em dennas ar gwellañ e-pad an argadennoù en Emgann Fredericksburg.
E-pad Kampagn Gettysburg, e voe lakaet e-penn an Army of the Potomac dres tri devezh a-raok ma grogfe Emgann Gettysburg (1añ-3 a viz Gouhere 1863). En desped d'an amzer berr e oa deuet a-benn da adurzhiañ e nerzhioù-stourm evit derc'hel e-tal tagadennoù lu Robert E. Lee. An trec'h-se a voe louzet gant burutellerien dre ma ne voe ket taget an nerzhioù kengevreet o terc'hout. Ouzhpenn da-se ne voe ket eus un trec'h anat e-pad emgannoù fin ar bloavezh 1863. Meade a oa taget gant ofiserien an Unaniezh a felle dezho kaout kargoù politikel evel Daniel Sickles.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.