From Wikipedia, the free encyclopedia
Francisca Ballesteros (1969 e Valencia) a zo ul lazherez a steudad katalanat hag a lazhas he div verc'h hag he gwaz hag a glaskas ivez lazhañ he mab etre 1990 ha 2004[1].
Francisca Ballesteros a voe ganet e Valencia. Un nebeud bloavezhioù goude ez eas da chom da Melilla.
Dimeziñ a reas gant Antonio González Barribino, hag e voe ganet ur verc'h anvet Florinda. E 1990 e c'houzañvas un diwaskadenn a-heul gwilioudiñ hag e fellas dezhi lakaat un termen d'hec'h eured. A-benn ar fin e tivizas lazhañ he familh hag e tec' has da Valencia. Kontammiñ a reas he merc'h Florinda gant Colme, hag a zo louzoù da bareañ an alkoolegezh. Goude-se e tivizas gortoz a-raok lazhañ peurrest he familh[2].
E 2004 e lazhas peurrest he familh. D'an 12 a viz Genver 2004 e lazhas he gwaz Antonio González Barribino gant Colme, Zolpidem ha Bromazepa. D'ar 4 a viz Even 2004 e lazhas he merc'h Sandra gant ar memes louzoù hag e klaskas kontammiñ ivez he mab Antonio, hag a voe kaset d'an ospital ma voe dizoloet e oa bet kontammet[3].
D'ar 7 a viz Even 2004 e voe harzet Ballesteros hag ec'h anzavas holl he zorfedoù.
D'ar 26 a viz Gwengolo 2005 e voe kondaonet da 84 bloaz en toull-bac'h[4].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.