livour galleg From Wikipedia, the free encyclopedia
François-Auguste Biard a oa ul livour gall. Ganet eo bet d'ar 29 a viz Mezheven 1799 e Lyon. Aet eo da Anaon d'an 20 a viz Mezheven 1882 er Plâtreries, e Samois-sur-Seine, e-kichen Fontainebleau.
Daoust d'e dud kaout c'hoant e teufe da vezañ beleg, e tibabas François-Auguste Biard studiañ al liverezh. Kregiñ a reas gant Pierre Révoil a oa e penn skol Lyon d'ar mare-se. Beajiñ a reas goude en Italia, inizi Gres hag ar Reter-Tostañ.
Ur wech distro e tiskouezas evit ar wech kentañ un daolenn e Saloñs 1818 Les Enfants perdus dans la forêt a voe brudet a-drugarez da engravadurioù. Goude e veajas a-dreuz Europa c'hoazh.
E 1839 e kemeras perzh en ergerzhadeg renet Joseph Paul Gaimard betek ar Svalbard hag ar Sápmi, gant danvez e bried, ar skrivagnerez Léonie d'Aunet. He danevell veaj a voe embannet e 1854 (Voyage d’une femme au Spitzberg). Livañ a reas Biard meur a daolenn awenet gant ar veaj-se ha peder fanell kinklañ "norzhek" evit Mirdi broadel istor an natur (Muséum national d’histoire naturelle) e Pariz.
Eurediñ a reas da Léonie d'an 23 a viz Gouere 1840 e Pariz. Torret e voe o dimeziñ e 1855. Embann a reas Léonie hec'h oberennoù dindan hec'h anv.
Livañ a reas François-Auguste Biard taolennoù awenet gant ar Bibl (Sainte Marie-Madeleine, Saloñs 1827), al lennegezh (Gulliver dans l’île des géants, Saloñs 1852) pe an istor (Hudson abandonné par son équipage en 1610, Saloñs 1852).
E 1858-1859 e vevas e Brazil. Ur bloavezh a dremenas e Rio de Janeiro. Graet en deus ur poltred eus an Impalaer Dom Pedro II, migon dezhañ.
Meur a ergerzhadenn a reas e diabarzh ar vro hag en Amazonia da c'houde. Awenet ez eus bet un toullad eus e daolennoù gant ar prantad-se.
Pedet oa bet da gelenn e Akademiezh Arzoù-kaer Rio (bet krouet gant Kefridi arzel Frañs (Mission artistique française) e 1816. Resev a reas ar c'hinnig e-kerzh e veaj en Amazonia. Nac'h a reas eta.
O tistreiñ eus Brazil e tremenas dre Amerika an Norzh evel ma tiskouez e daolenn Comment on voyage en chemin de fer dans l’Amérique du Nord (Saloñs 1861). Meur a daolenn a zikouez pegen skoet oa bet gant ar sklavelezh.
Meur a vedalenn en deus bet (teir gwech hini ar Saloñs). Resevet en deus ar Groaz a Enor e 1838.
Mard eo bet tamallet e daolennoù awenet gant e veaj er Svalbard hag er Sápmi evit bezañ unton en o aozadur ha mont un tamm re bell ganti e-keñver degouezhioù, e tapas Biard brud evit e daolennoù diwar-benn buhez an dud, fiñv hag eztaol enne : Une famille de mendiants ha La Diseuse de bonne aventure e mirdi Lyon, Les Comédiens ambulants au Luxembourg, Le Baptême sous les tropiques, Le Bon Gendarme, Les Honneurs partagés, La Sortie d’un but masqué, La Traversée du Havre à Honfleur, Mal de mer sur une corvette anglaise (Dallas Museum of Art), Le Conseil de révision, Un plaidoyer en province, L’Abolition de l’esclavage (27 avril - 27 a viz Ebrel - 1848).
Embann a reas Biard danevell e veaj e Brazil, Deux années au Brésil, skeudennaouet gant 180 engravadur (1882, in-8°).
Ur poltred anezhañ a zo bet graet gant Jean-Baptiste Corot, Portrait de François-Auguste Biard (1830). E mirdi Arz hag Istor Jeneva emañ.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.