Filomela

From Wikipedia, the free encyclopedia

Filomela
Remove ads

Filomela (henc'hresianeg : Φιλομήλα / Philomếla, "a gar ar c'han"), anvet *Filomena ivez dre fazi, a oa merc'h d'ar roue Pandion, eus Aten.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Tad ...
Thumb
Philomela and Procne
Elizabeth Jane Gardner (1837-1922)
Thumb
Tereüs dirak penn e vab Itys
Peter Paul Rubens, 16361638
Mirdi ar Prado, Madrid
Remove ads

Mojenn

Kontet eo istor an div c'hoar e Metamorfozoù Ovidius.

Ur c'hoar henañ he devoa Filomela, Prokne hec'h anv, ha honnezh a oa dimezet gant Tereüs, roue Trakia.

Goude pemp bloaz a vuhez sioul gant he fried hag o mabig Itis, setu Prokne aet skuizh gant gouezidi Trakia, ma fellas dezhi mont da welout he c'hoar yaouank Filomela da Aten. Ha hi da gomz eus se gant he fried.

A-benn ar fin ec'h eas ar roue Tereüs e-unan da Aten da c'houlenn digant ar roue Pandion leuskel e verc'h Filomela da vont gantañ. Pa welas pegen koant e oa deuet e c'hoar-gaer da vezañ e fellas dezhañ kousket ganti, met hi ne felle ket dezhi.

He gwallañ a reas un deiz, troc'hañ he zeod, evit ma ned aje ket da gontañ, ha derc'hel anezhi en ur vac'h, e-kreiz ur c'hoad.

D'e wreg e lavaras e oa marvet he c'hoar. Pa glevas an tad, en Aten, e varvas gant ar glac'har.

Filomela avat a rae gwiadoù, hec'h-unanig en he bac'h. Ober a reas ur gwiad ma konte gant lizherennoù torfed Tereüs, hag a gasas anezhañ dre guzh da Brokne. Hag ar c'hoar vras da zeredek da zieubiñ he c'hoar vihan. Ha kas anezhi ganti d'ar c'hastell.

Eno, pa welas he mab Itys, ken heñvel ouzh e dad, ez eas en egar hag en lazhas. Poazhañ a reas anezhañ ha reiñ e gig da zebriñ d'he gwaz en ur friko. Goude e tegouezhas an div c'hoar da ginnig penn ar mab d'an tad war ur plad ha da gontañ penaos o doa aozet koan. Goude e tec'has kuit gant he c'hoar.

Pa gomprenas Tereüs petra he devoa graet e tapas ur vouc'hal da vont war-lerc'h an div c'hoar. E Daulis, e Fokis, e oa enk warne, ma pedjont an Doueed d'o zreiñ en evned.

Met an tri eo a voe troet en evned, ha daou zoare zo d'ar vojenn. Hervez an hini orin : Prokne en eostig a gan he c'han klemmus abalamour d'he mab kollet, ha Filomela e gwennili, peogwir n'he deus teod ebet, ha Tereüs e sparfell bepred war o lerc'h.

Hervez ar barzh latin Ovidius eo troet Prokne en gwennili, Filomela en eostig, ha Tereüs en houperig.

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads