FN Minimi
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
An FN Minimi (berradur gallek eus Mini-mitrailleuse, "mini mindrailherez") zo ur fuzuilh-vindrailher aotomatek hepken kambret e 5,56 × 45 mm ijinet gant Ernest Vervier ha produet er Fabrique Nationale e Herstal (Belgia). Krouet e oa bet e fin ar bloavezhioù 1970. An stadunanat, an M249 SAW (Squad Automatic Weapon)[1], a vez produet en uzin FN Manufacturing LLC. e Columbia (South Carolina).

Ar Minimi a zo bet savet gant doareoù lies : an doare diazez evit bezañ harp-tan ur bagad pe ur gevrenn, an doare Para evit an harzlammerien hag un doare all evit ar c'harbedoù stourm, evel eil arm. Hiziv-an-deiz e vez implijet gant ouzhpenn 75 bro. Degemer a ra ar c'hargerioù savet war an norm STANAG.[1]
An United States Marine Corps a glask cheñch ul lod eus e M249 gant an M27 IAR, dre ma z'eo re bonner.
Remove ads
Daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
