From Wikipedia, the free encyclopedia
An emglev keodedel a gengred[1],[2] (EKAG), e galleg Pacte civil de solidarité (PACS), zo ur c’hevelerezh e gwir keodedel Bro-C'hall. Gantañ e vez aozet buhez daou zen, a c’hell bezañ eus jenerioù heñvel pe disheñvel, en ur saveliñ etrezo gwirioù ha dleadoù e-keñver ar sikour danvezel, al lojeiz, ar glad hag an tailhoù[3].
Krouet e oa bet an EKAG e 1999 gant pennad 515-1 kod keodedel Bro-C’hall, da vare gouarnamant Lionel Jospin, evit reiñ ur framm d’ar c’houbladoù heñvelrevel, a veze nac’het dimeziñ er mare-se[4]. Bremañ koulskoude emañ al lodenn vrasañ eus ar c’houbladoù ekaget eus jenerioù disheñvel: e 2022 ez eus bet 182.000 EKAG etre tud disheñvel o jener ha 10.000 anezho etre tud heñvel o jener.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.