stourmer, kazetenner ha skrivagner breizhat From Wikipedia, the free encyclopedia
Dewi Siberil, ganet d'an 30 a viz Kerzu 1983, zo ur stourmer, kazetenner ha skrivagner breizhat. Skoliataet eo bet e skol Itron Varia Rostren hag el lise Itron Varia. Goude-se ez eo bet er Prytannée National militaire, unan eus 6 lise an difenn c'hall e La Flèche. Goude-se eo bet o studiañ e Skol-veur Roazhon II a-raok mont da Gelenn e Kemper ha dont da vezañ skolaer ha rener skol Diwan Louaneg[1],[2].
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Dewi |
Deiziad ganedigezh | 30 Kzu 1983 |
Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg, galleg |
Micher | kazetenner, skrivagner |
Implijer | Brezhoweb |
Bet e oa o skrivañ gant Anna Quéré evit pajenn Spered ar Vro en Télégramme[3] Stourmer eo en aozadur Ai'ta![4]. Bet eo bet ivez en UDB[5].
Labourat a ra bremañ evit Brezhoweb. Dezhañ e vez da gavout an dud a gemer perzh en abadenn C'hoari ha Deskiñ[6].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.