From Wikipedia, the free encyclopedia
Deal zo ur gêr e kontelezh Kent, e gevred Breizh-Veur, war harzoù Mor Breizh ha Mor an Norzh (strizh-mor anavezet evel Fretum Gallicum e latin, The Channel e saozneg)
Deal | |
---|---|
Kastell Deal e dibenn an XIXvet kantved | |
51° 13' 21.36" N, 1° 24' 2.16" R | |
Stad | Rouantelezh-Unanet |
Bro | Bro-Saoz |
Rannvro | Gevred Bro-Saoz |
Kontelezh | Kent |
Distrig | Dover |
Poblañs hep kontoù doubl | 30 085 (2011) |
Maer | David Cronk (2017) |
Kod post | CT14 |
Kod pellgomz | 01304 |
Internet | www.deal.gov.uk |
Ar meneg kentañ a gaver eus ur geriadenn eno, gant an anv Addelam, a gaver en Domesday Book e 1086. E 1158 e kaver ar stumm Dela (Feet of Fine Pipe Roll), ha Dale e 1275 (Rotuli hundredonum). Dont a ra eus ar ger hensaoznek dael a dalveze kement ha "traoñienn"[1].
E fin miz Eost 55 kent J.-K. e voe argadenn gentañ Jul Kaezar war Enez Vreizh. Deuet e oa ar Romaned a-benn da zilestrañ war aod Deal en abardaez. Ur porzh e teuas Deal da vezañ er Grennamzer. Savet e voe kestell tro-war-dro kêr gant Herri VIII : Kastell Sandown, Kastell Deal ha Kastell Walmer, evit difenn ar porzh diouzh argadennoù estren.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.