From Wikipedia, the free encyclopedia
An hensaozneg[1] pe angl-saozneg[2] (a zlelfe graet henangleg anezhañ kentoc'h evel e raer gant ar yezhoù all, an hensaozneg a dalv kentoc'h an hen alamaneg izel) hag Ænglisc er yezh end-eeun, zo ur yezh c'hermanek kozh hag a veze komzet er pezh a zo bremañ Bro-Saoz ha gevred Bro-Skos, etre kreiz ar Vvet kantved ha kreiz an XIIvet kantved.
Ur yezh gant troadoù e oa an hensaozneg ha kalzik a frankiz a oa evit urzh ar gerioù er frazennoù. Kar-nes e oa d'ar yezhoù germanek all en amzer-hont, dreist-holl d'an henfrizeg, rak ne oa ket bet levezonet gant ar galleg c'hoazh. Dindan levezon ar yezh-se, goude aloubadeg Bro-Saoz gant Normaned Gwilherm an Alouber, e cheñchas kalz yezh ar vro ha dont da vezañ ar c'hrennsaozneg, ur yezh gant nebeutoc'h a sked eget an hensaozneg.
Skrivet e veze an hensaozneg, en deroù, gant an doare futhorc (pe fuþorc), ur stumm emdroet eus an doare futhark implijet er yezhoù germanek all. Kemeret e voe lec'h ar futhorc gant al lizherenneg latin, war-bouez un nebeud arouezennoù dibar hag a voe miret, evel þ, ƿ, æ pe œ.
Ar yezhoniour ha skrivagner J. R. R. Tolkien, a labouras stank war an hensaozneg hag er c'helennas e Skol-veur Oxford. Implijout a ra anezhañ da sevel un hollved harozel ha faltaziek anvet Middle-Earth (Douar-ar-C'hreiz) e lec'h ma vev ur bobl marc'hegerien anvet Rohirrim hag a gomz ur yezh peuzheñvel ouzh an hensaozneg.
Ar skrivagner Paul Kingsnorth en deus skrivet un danevell anvet The Wake oc'h implij ur yezh savet gantañ e-unan, diazezet war ar saozneg mes gant ur geriaoueg ha troioù-lavar tennet eus an hensaozneg.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.