Cosimo Iañ de' Medici (14 a viz Mezheven 1519- 21 a viz Ebrel 1574) a voe dug Toskana adalek 1537, ha kentañ Dug-meur Toskana adalek 1569 betek e varv e 1574, e-pad bloavezhioù diwezhañ an Azginivelezh italian.
- Ur pennad Cosimo de' Medici zo ivez.
Buhez
Cosimo, ganet e Firenze, a oa mab da Giovanni dalle Bande Nere (1498-1526), condottiero eus Forlì, ha da Maria Salviati.
Roet e voe ar galloud dezhañ gant Republik Firenze. Adsevel a eure neuze Tierniezh Medici, a vlenio Firenze betek an Dug-meur diwezhañ, Gian Gastone de' Medici (1671-1737).
E 1562 e varvas e bried, ha daou vugel dezhañ, Giovanni ha Garzia.
Oberoù sevenet gantañ
- Krouiñ an Ofisoù, savet da lojañ ar gouarnamant, a zo hiziv unan eus bravañ mirdioù ar bed
- Krouiñ merdeadurezh Firenze, a gemeras perzh en emgann Lepanto
- Kreskiñ galloud Firenze war Sienna ha Toskana en hefezh
- Kas da benn savidigezh ar Palez Pitti , a voe annnezet gantañ ;
- Diazezañ kêr Portoferraio en Enez Elbe
Delwennoù dezhañ
Ur mell delwenn arem dezhañ, en marc'heger, savet gant ar c'hizeller Giambologna en 1598, a weler er Piazza della Signoria, leurgêr bouezusañ Firenze. Unan all zo e Pisa er Piazza dei Cavalieri.
Dimezioù
En 1539 e timezas da Eleonora di Toledo (1522–1562), merc'h da vesroue Napoli, Don Pedro Alvarez de Toledo.
En 1570 ec'h addimezas da g-Camilla Martelli (marvet en 1574). Tri bugel o doe.
E vugale
Ma voe niverus bugale Cosimo, ne voent ganet dindan steredenn ar chañs rak an droug-skevent a veze oc'h ober e reuz bep ar mare e Firenze, ma ranke an dud pinvidik kuitaat kêr da vont d'an arvor, hag eno neuze e kavent ur c'hleñved all, ar malaria.
- Mervel gant o mamm Eleonora a eure e vugale Maria, Giovanni de' Medici ha Garzia.
- Pemp all a varvas en-bihanik;
- Francesco de' Medici ha Lucrezia de' Medici a voe kontammet, a greder (evit Francesco n'eus mar ebet hervez a ouzer abaoe 2006).
- Isabella de' Medici a voe krouget gant he fried;
- Pietro a lazhas e wreg, hag a reas meur a dorfed all, ha n'en doe nemet besterd;
Anv | Ganet | Marvet | Oad † | Evezhiadennoù | |
---|---|---|---|---|---|
Bia | 1537 | 1542 | 5 | Merc'h bastardez, dianav he mamm, livet gant Agnolo Bronzino | |
Maria | 1540 | 1557 | 17 | Marvet gant ar malaria | |
Francesco Iañ | 1541 | 1587 | 46 | Pried da Janed Aostria ; addimeziñ a eure da Bianca Cappello. Kontammet e voe, war un dro gant e wreg, diwar zorn e vreur Ferdinando. | |
Isabella | 1542 | 1576 | 34 | Mouget e voe gant he gwaz, Paolo Giordano Iañ Orsini | |
Giovanni | 1543 | 1562 | 19 | Kardinal, marvet gant ar malaria | |
Lucrezia | 1545 | 1561 | 16 | Gwreg Alfonso d'Este, dug Ferrara. Diskred zo e vije bet kontammet gant he fried. Hervez tud all e oa klañv gant an drougskevent. | |
Pietro (Pedricco) | 1546 | 1547 | tost da 1 bloaz | ||
Garzia | 1547 | 1562 | 15 | Marvet gant ar malaria | |
Antonio | 1548 | 1548 | 0 | ||
Ferdinando I | 1549 | 1609 | 60 | Kardinal, pried da Cristina di Lorena. Muntrer e vreur hag e c'hoar-gaer. | |
Anna | 1553 | 1553 | 0 | ||
Pietro | 1554 | 1604 | 50 | Pried da Eleonora di Garzia di Toledo (1553-1576), lazhet gantañ dre ma oa avoultrerez; addimeziñ a eure e 1593 da Beatriz de Meneses. | |
Merc'h hep anv | 1566 | 1566 | 0 | Bastardez, eus Eleonora degli Albizi. | |
Don Giovanni | 1567 | 1621 | 54 | Bastard, eus Eleonora degli Albizi. | |
Virginia | 1568 | 1615 | 47 | Ganet eus Camilla Martelli, a zimezas da Cesare Iañ d'Este, Dug Modena ha Reggio |
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.