Conakry (Kɔnakiri e maninka, Konaakri e fulfulde) eo kêr-benn ha kêr vrasañ Ginea. Emañ war an aod, war ribl ar Meurvor Atlantel. Kêr vrasañ Ginea eo, ha kreizenn velestradurel hag armerzhel ar vro. Kresket eo en-dro d'ar porzh a ezporzhier aluminiom ha bananez drezañ. E 1887 en em stalias ar C'hallaoued eno hag e 1904 e rejont eus Conakry pennlec'h an drevadenn anvet neuze Ginea c'hall.
Anv ofisiel | Conakry, ߞߐߣߊߞߙߌ߫ |
---|---|
Anv er yezh a orin | Conakry, ߞߐߣߊߞߙߌ߫, Kɔnakiri, 𞤑𞤮𞤲𞤢𞥄𞤳𞤭𞤪𞤭 |
Anv annezidi | Conakrienne, Conakrien, ߞߐߣߊߞߙߌߞߊ |
Stad | Ginea |
Kêr-benn eus | Ginea |
E tiriad | Conakry Region |
Gwerzhid-eur | Greenwich Mean Time |
War ribl | Meurvor Atlantel |
Daveennoù douaroniel | |
Gevellet gant | Freetown, Cleveland, Dakar |
A zo stok ouzh | Kindia, Dubréka Prefecture |
Yezh implijet | galleg, Guinean Sign Language |
Abaoe dizalc'hidigezh ar vro e 1958 eo kresket spontus poblañs kêr, evit tizhout un daou vilion bennak a dud e 2010 war un hollad a C'hineiz a 10 milion (1 Ginead war 5). Ouzhpenn 3 milion a dud a zo en tolpad.
Gevellet eo Conakry gant Cleveland en Ohio, er Stadoù-Unanet.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.