Moussa Dadis Camara

From Wikipedia, the free encyclopedia

Moussa Dadis Camara

Moussa Dadis Camara (ganet e 1964 pe 1968) zo ur soudard ha politikour eus Ginea, bet prezidant ar vro etre 2008 ha 2009.

E miz Eost 2009

Kas a reas e studioù e Nzérékoré hag e Conakry a-raok mont da soudard e 1990. Pa voe kemennet marv Lansana Conté d'an 22 a viz Kerzu 2008 e voe aozet un taol-Stad gant Camara. Embann a reas e chomfe prezidant Ginea e-pad daou vloaz a-raok na vefe aozet un dilennadeg.

D'an 28 a viz Gwengolo 2009 e voe lazhet 157 den ha gwallet kalz a vaouezed gant soudarded Camara e-pad ur vanifestadeg aozet e Conakry. D'an 3 a viz Kerzu 2009 e voe gloazet Camara gant un tenn en e benn ha kaset da Varoko da gentañ ha da Vurkina Faso da c'houde da vezañ ospitalizet. Ar garg a brezidant a voe fiziet er jeneral Sékouba Konaté ha d'ar 15 a viz Genver 2010 e voe dilezet ar galloud en-ofisiel gant Camara.

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.