From Wikipedia, the free encyclopedia
Cecilia Gallerani (1473 – 1536) a oa ur vaouez a renk uhel e dugelezh Milano, en Italia, e dibenn ar XVvet ha deroù ar XVIvet kantved, hag ar vrudetañ eus serc'hed niverus Ludovico Sforza, il Moro, dug Milano (1452-1508).
Brudet eo evel
" La dama con l'ermellino (Ritratto di Cecilia Gallerani), Itron an erminig e brezhoneg", a zo bet graet anezhi etre 1488 ha 1490 gant Leonardo da Vinci.
Cecilia a oa ganet en un tiegezh bras e Siena. He zad, Fazio, ne oa ket eus an noblañs, met kargoù en doa e lez Milano, ha kannad e voe e Firenze zoken hag e Lucca. He mamm, Margherita Busti, a oa merc'h d'un den a lezenn.
Deskadurezh a voe roet dezhi evel d'he c'hwec'h breur. Komz latin a rae, kanañ brav, ha skrivañ barzhoniezh.
E 1483, pa oa dek vloaz, e voe kefrisaet Cecilia da Stefano Visconti, met torret e voe e 1487 hep na oufemp petra a voe kaoz. E miz Mae 1489 e kuitaas ar gêr da vont d'ar Monastero Nuovo, hag eno marteze e tegouezhas gant Ludovico.
War-dro 1489 e voe poltredet gant livour al lez, Leonardo da Vinci, a reas ar poltred anavezet evel ....
Pa oa Leonardo o labourat evit an tiegezh Sforza e Milano, hag o poltrediñ Cecilia, he doe amzer d'ober anaoudegezh gantañ ha gant e zonezonoù bras. E bediñ a reas d'he zi gant speredoù uhel kêr Milano hag eno e veze bodadegoù ma veze kaoz a brederouriezh hag a sevenadur, ha hi a rae war-dro kas ar c'haozeadegoù en-dro.
Goude eured Ludovico il Moro da Beatrice d'Este, e viras Cecilia he ranndi e Porta Giovia, kastell Ludovico. Ur mab he doe gant an dug, e miz Mae 1491, hag a voe anvet Cesare.
Pa glevas Beatrice d'Este e veze he fried oc'h ober war-dro Cecilia e rankas Ludovico goulenn digant Cecilia kuitaat ar c'hastell ha lez an dugelezh. Harluet e voe eus al lez ha daou vloaz e chomas e Mantova gant Isabella d'Este, c'hoar-gaer dugez Milano. Goude e tistroas da Vilano, ha d'ar 27 a viz Gouhere 1492 e timezas d'ar c'hont Ludovico Carminati "il Bergamino". Da gentañ e oa o chom e Palez Verme, goude e voe roet ar Palez Carmagnola dezhi e 1492, da-geñver hec'h eured.
E 1492 e timezas d'ar c'hont Ludovico Carminati de' Brambilla, lesanvet "il Bergamino", aotrou kastell San Giovanni in Croce. Pevar bugel he doe ar gontez.
Goude marv he fried hag o mab (1514–1515), en em dennas er Villa Medici del Vascello, he c'hastell e San Giovanni in Croce, nepell diouzh Cremona. Eno etalc'he da zegemer arzourien ha speredoù uhelañ ar vro.
Cesare, mab Cecilia ha Ludovico Sforza, a voe anvet da Abad iliz San Nazaro Maggiore e Milano e 1498; e 1505, e voe anvet da chaloni Milano. Mervel a reas e 1512, da 19 vloaz.
Mervel a eure Cecilia e 1536, n'ouzer ket pe zeiz avat, d'an oad a 63 bloaz. Beziet e voe, a greder, e chapel an tiegezh Carminati en iliz San Zavedro.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.