From Wikipedia, the free encyclopedia
Savet e voe aotrouniezh Milano e-kerzh an XIIIvet kantved gant ezhec'h an Tiegezh Visconti. Miret e voe ganto ha kresket er XIVvet kantved, ken e teujont a-benn da gaout an titl a zuged digant an Impalaer santel roman ha german en 1395. Chom a rejont e penn an dugelezh betek kreiz ar XVvet kantved. Neuze e savas bec'h da c'houzout gant piv ec'h aje ar gurunenn kement ha ken bihan ma teuas Brezelioù Italia. Pa voent echu e tegouezhas dugelezh Milano etre daouarn an Tiegezh Habsbourg.
Kavet e vo amañ roll anvioù aotrouien ha duged dugelezh Milano .
1277-1291 : Ottone Visconti (1208 † 1295)
1291-1302 : Matteo Iañ Visconti (1250 † 1322)
1317-1322 : Matteo Iañ Visconti (d°)
1322-1327 : Galeazzo Iañ Visconti (1277 † 1328), a voe aotrou war-lerc'h e dad;
1327-1339 : Azzone Visconti (1302 † 1339), aotrou war-lerc'h e dad,
1339-1349 : Giovanni Visconti (1290 † 1354) ha Luchino Visconti (1292 † 1349), mibien da Matteo, a oa eontred da Azzone,
1349-1354 : Giovanni Visconti (d°)
1354-1355 : Matteo II Visconti (1319 † 1355), Galeazzo II Visconti (1320 † 1378) ha Bernabò Visconti (1323 † 1385)
1355-1378 : Galeazzo II Visconti ha Bernabò Visconti
1378-1385 : Bernabò Visconti; prizoniet e voe gant e niz, ha kontammet gantañ moarvat.
1385-1395 : Gian Galeazzo Visconti (1351 † 1402), mab da Galeazzo II ha da Bianca di Savoia, niz Bernabo ha muntrer e eontr;
1395-1402 : Gian Galeazzo Visconti (d°)
1402-1412 : Gian Maria Visconti (1389 † 1412), dug war-lerc'h e dad,
1412-1447 : e vreur Filippo Maria Visconti (1392 † 1447),
Duged Sforza | Kevezerien Orléans |
---|---|
1450-1466 : Francesco Sforza (1401 † 1466)
1466-1476 : Galeazzo Maria Sforza (1444 † 1476), mab dezhañ
1476-1494 : Gian Galeazzo Sforza (1469 † 1494), mab dezhañ ha da Bona di Savoia
1494-1499 : Ludovico Sforza (1452 † 1508), mab da Francesco Sforza, eontr da Gian Galeazzo Sforza
|
1447-1465 : Charles d'Orléans (1394-1465), mab da Loeiz Iañ Orléans ha da Valentina Visconti
1465-1499 : Louis II d'Orléans, roue Bro-C'hall (Loeiz XII) en 1498
|
1499-1500 : Ludovico Sforza | 1499-1500 : Loeiz XII |
1500-1501 : Ludovico Sforza | 1500-1501 : Loeiz XII |
1501-1508 : Ludovico Sforza
1508-1512 : Massimiliano Sforza (1493 † 1530 pe 1552), mab da Lodovico
|
1501-1512 : Loeiz XII |
1512-1515 : Massimiliano Sforza | 1512-1515 : Loeiz XII |
1515-1529 : Massimiliano Sforza | 1515-1529 : Frañsez Iañ (Bro-C'hall), deuñv da Loeiz XII, gourvab da Loeiz Iañ Orleañs ha da Valentina Visconti, en anv e bried kentañ Klaoda Bro-C'hall (1499-1524)
En 1529 , pa voe sinet peoc'h Cambrai, e tilezas e c'houlenn da gaout dugelezh Milano. |
1529-1530 : Massimiliano Sforza
1530-1535 : Francesco II Sforza (1495 † 1535), breur da Massimiliano
Pa varvas e legadas e zugelezh da g-Karl V. |
Adkemeret e voe an dugelezh gant Karl V, a anvas e vab da zug. Gant ar Spagnoled e chomas Milano betek 1713, goude ez eas gant Aostria betek 1859. Neuze e voe aloubet gant roue Sardigna a voe lakaet da roue Italia.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.