Casllwchwr, pe Llwchwr, (Loughor e saozneg[1]) zo ur gêr hag ur gumuniezh eus Kembre, e Sir Abertawe, e kontelezh kozh Morgannwg. War ribl aber ar stêr Llwchwr emañ. E 2011 e oa poblet gant 9 134 a dud, ha 1 455 anezho (16,4%) a oa kembraegerien[2].
Istor
El lec'h m'emañ Llwchwr e oa gwechall ur c'hamp roman, anvet Leucarum[3]. Meneg a gaver anezhañ en Itinerarium Antonini 4841 (Iter XII) : Leucaro. Dont a rafe an anv-se eus hini ar stêr Leuca, un anv hag a dalvezfe kement ha "skedus".
Ur c'hastell norman a voe savet eno e 1106. Tamm-ha-tamm e kreskas kêr en-dro d'ar c'hastell.
Tud brudet
- Irma Chilton (1930–1990), skrivagnerez evit ar vugale, e kembraeg hag e saozneg
- Evan Roberts (1878–1951), pastor, avielour
Notennoù
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.