From Wikipedia, the free encyclopedia
Karl Veur (742- Aachen, 28 a viz Genver 814), anvet Charlemagne e galleg, Charlemagne pe Charles the Great e saozneg, Karl der Große en alamaneg, ha Carolus Magnus e latin, a voe roue ar Franked (771-814) hag Impalaer ar C’hornôg (800-814). Sellet e vez outañ hiziv, koulz e Bro-C'hall hag en Alamagn, evel unan eus diazezourien pep hini eus an div vro-se.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezhioù ar Franked |
Anv ganedigezh | Karlus |
Titl noblañs | Roue ar Franked, roue al Lombarded, Impalaer roman germanek |
Anv | Charles Ier |
Deiziad ganedigezh | 740s |
Lec'h ganedigezh | Rouantelezhioù ar Franked |
Deiziad ar marv | 28 Gen 814 |
Lec'h ar marv | Aachen |
Abeg ar marv | kleñved |
Lec'h douaridigezh | Aachen Cathedral, Palatine Chapel |
Tad | Pepin Grenn |
Mamm | Bertrada Laon |
Breur pe c'hoar | Gisela (757-810), Adelais, Chrothais, Karloman Iañ, Pepin |
Pried | Desiderata Lombardia, Hildegard Vintzgau, Fastrada, Luitgard, rouanez ar Franked, Himiltrude |
Kompagnun(ez) | Regina, Himiltrude, Madelgard, Gersuinda, Ethelind |
Familh | Karolingidi |
Yezhoù komzet pe skrivet | latin, gresianeg, frankeg |
Micher | monark, penndiern |
Karg | dug Bavaria, Roue ar Franked, roue al Lombarded, Impalaer roman germanek |
Appointed by | Leon III |
Relijion | Iliz katolik roman, kristeniezh |
Stad ar c'hanonizasion | Gwenvidig |
Gouel | 18 Genver |
Deiziad echuiñ | 814 |
Present in work | Orlando furioso |
Prantad | Early Middle Ages |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Mab henañ Pepin Grenn e oa Karl, ha ganet e oa bet, war a greder, d’ar 1añ a viz Ebrel 742. Met hervez istorourien zo e vije bet kentoc’h e 747 pe e 748. Ren a reas war ar Franked war-lerc’h marv e vreur Karloman Iañ (771).
Tagañ a reas al Lombarded annezet en hanternoz Italia (774). Gant ar brezel aloubidigezh-se e voe diskouezet e oa deuet galloud ar rouaned frank da vezañ bras : Karl Veur a gemeras an anv a roue al Lombarded. A-hed e vuhez e voe Karl-Veur o vrezeliañ. Aloubiñ a reas bro ar Saksoned en hanternoz Alamagn ha lakaat anezho da dreiñ da gristenien. Lakaat a reas, goude se, ar Friziz da sujañ hag aloubiñ a reas Panonia. Klask a reas aloubiñ Spagn, met ne voe ket trec’h a-enep ar vuzulmaned a oa eno. Dont a reas a-benn koulskoude da grouiñ un takad anvet Marca Hispanica (Marz Spagn), war an harzoù etre e impalaeriezh ha Spagn. En hevelep doare e klaskas aloubiñ Breizh ha dont a-benn da grouiñ Marz Breizh (789-790), un takad evit mirout ouzh ar Vretoned da vont pelloc’h war-zu ar reter, hag ennañ broioù Naoned, Roazhon ha Gwened. Dindan beli ur c’hont e oa bet lakaet Marz Breizh. Unan anezho e voe Rolant, un niz da Garl Veur, an hini a voe lazhet e Roncevaux (771), pa oa armeoù an impalaer o klask aloubiñ Spagn.
Ken bras e oa deuet e zomani da vezañ ma soñjas adsevel Impalaeriezh roman ar C'hornôg. Gant ar Pab e voe kurunet impalaer e Roma d’ar 25 a viz Kerzu 800. Evel-se e oa lakaet Impalaeriezh ar Garolingidi war ar memes live hag impalaeriezh Bizantion ha Kalifelezh Baghdad.
Kenderc’hel a reas Karl Veur gant labour e dad evit kempenn mererezh ar vro. Eus Aachen, ma oa e gêr-benn, e veze renet an impalaeriezh gantañ. Kas a rae e pep rannvro un noblañs en e c’hourc’hemenn, anvet missus dominicus (kefridiad ar mestr) hag un eskob. En amzer Karl Veur e voe savet al lur, un unanenn voneiz hag un unanenn bouez. Rannet e oa al lur (moneiz) e 20 gwenneg ha rannet e oa pep gwenneg e 12 diner. Yezh pemdeziek Karl Veur e oa ar frankeg, ur yezh c’hermanek komzet gant ar Franked. Gouzout a rae latin hag un tamm gresianeg ivez. Un doare azginivelezh e voe mare e impalaeriezh. Ne ouie ket skrivañ gwall vat met desket en doa lenn ha broudañ a reas an dud da zeskiñ lenn en-dro dezhañ dre sevel skolioù en e balez. En e amzer e voe adskrivet dornskridoù latin, harpet e voe an arz (adeiladouriezh, lennegezh) ha liammoù kenwerzhel a voe gant broioù ar Reter nesañ.
Pa varvas Karl Veur, e 814, e voe douaret en iliz-veur Aachen. War e lerc’h e renas e vab, Loeiz an Deol, a oa bet kurunet e 813. Gant Karl Veur e oa kroget remziad ar Garolingidi.
Ar Priz Karl Veur a vez roet bep bloaz, e kêr Aachen, d’un den hag en deus kaset war-raok unvanidigezh Europa.
En e raok: Pepin III |
Rouaned ar Franked 768 – 814 |
War e lerc'h: Loeiz an Deol |
En e raok: Dider Lombardia |
Rouaned al Lombarded 774 – 814 |
War e lerc'h: Loeiz an Deol |
En e raok: Den ebet |
Impalaer ar C'hornôg 800 – 814 |
War e lerc'h: Loeiz an Deol |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.