Bulien
From Wikipedia, the free encyclopedia
Bulien (distaget: ['byljɛn]) zo ur gumun gozh a Vreizh e bro Lannuon, lec'hiet er gevred da gêr Lannuon. Ul lodenn eus Lannuon eo bremañ.
Douaroniezh
Etre al Leger hag ar Gindi emañ Bulien.
Kumunioù amezek : Lannuon; Brelevenez; Rospezh; Kaouenneg; Tonkedeg
Anv
Stummoù skrivet
B. Tanguy : Buhulyen, 1426; Buhulien, 1440, 1481 E. Vallerie : Bazulin, 1630; Buzulien, 1731
Gerdarzh
Hervez Hervé Abalain (2000), an anv a deuje eus *bou- = loened saout.
N'eo ket dibosubl. Bulien en em gav e kroashent an hentoù kozh eus Gwengamp da Lannuon, hag an hini a ya eus Plûned da Donkedeg. Hag evel-se, e vije heñvel ouzh ur staol (= stabula, insula) war hentoù galian ha roman.
Ardamezioù
![]() |
En aour e zaou beul en glazur, e ziv dreustell en argant balirant[1]. |
Istor
- Ur barrez en eskopti Treger e oa.
Dispac'h Gall
- E 1790 e voe krouet kumun Bulien.
XIXvet kantved
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 38 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 4,65 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2]; unan anezhe a varvas e Maissin e Belgia d’an 22 a viz Eost 1914, soudard e oa en 19vet Rujumant Troadegiezh[3]
Eil Brezel-bed
- Mervel a reas seizh den ag ar gumun abalamour d'ar brezel
[2].
Brezelioù didrevadennañ
Brezel Indez-Sina
- Mervel a reas ur soudard eus ar gumun.
Lannuon
- E 1961 e oa bet staget Bulien ouzh kumun Lannuon.
Monumantoù ha traoù heverk
- Iliz Santez Marc'harid.
- Iliz. Gevred
- Iliz. Jube & Ograoù
- Banniel. St-Ervoan
- Banniel. Zant-Eler
- Sakramant an Aoter
- Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik.
- Kroaz ar Wazh Kloz.
- Kroaz ar Wazh Kloz e Bulien
- Kastell Kerivon.
Brezhoneg
Ar Brezoneg er Skol
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[4].
- Koulmig ar Gindi e oa titl kannadig-parrez Bulien, Kaouenneg ha Lanvezeeg (renet gant Ao. person Marsel Klerg).
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

Melestradurezh
- François Rogon de Gargaradec a oa maer e 1837 ha Jean-Baptiste Le Gac e 1860[6].
Tud
- Familh Kerivon. "gwezboellek etre aour ha gul, ur steredenn en aour ouzh kondon". ger-ardamez : "sequar quocumque licebit"
- Familh Rogon a Gargaradeg. "en glazur, e dri roc'h-gwezboell en aour" Tri ezel ar familh se a zo bet fuzuilhet (= drouklazhet) gant ar republikaned war lec'h an dilestradeg c'hwitet ar roueelourien e Kiberen e 1795 : Ad.-Marie-Louis; Hyacinthe-Félix-Augustin-Madelaine; Louis-Marie-Thre
- Lies-hini Rogon a Gargaradeg a zo bet maer Bulien.
- Marsel Klerg bet person eno e-pad bloavezhioù.
- Maria Prat, ganet eno.
- Fañch Broudig, ganet eno e 1946.
- Gwilherm Dubourg, bet person eno.
Ardamezeg ar familhoù
Liammoù diavaez
- (fr)Gallica
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.