From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar c'hloreged, pe preñved du, pe c'hwiled du, eo an amprevaned a ya d'ober an urzhiad Blattaria.
| |||
---|---|---|---|
Kloreg - Blaberus giganteus | |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Arthropoda | ||
Kevrennad : | Insecta | ||
Urzhad : | Blattaria | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar c'hloreged zo amprevaned plat gant tastornelloù hir ha pavioù azas da redek. E penn o c'hof ez eus serkennoù implijet gante da dastornat ha da glevet moarvat. Bevañ a reont diouzh an noz en tier, stalioù-bara, savadurioù tommet mat...
An ûioù (etre 6 hag 50) a vez lakaet e klozennoù (feurvioù) a chom stag ouzh kof ar barez e-pad hir amzer, a-wechoù betek o digloradur. Al larvennoù a zinod tri miz war-lerc'h an dozvadenn. Heñvel a-walc'h int ouzh an imagoed, nemet int diaskell da gentañ. Bevañ a reont er memes lec'hioù ivez.
Askellek eo ar c'hloreged met ne nijont ket kalz. Brasoc'h eo ar barez evit ar par. Debriñ a reont restachoù boued a vez kavet sof-kont en o lec'hioù bevañ.
Daoust dezhe bezañ dinoaz evit mab-den e vezont lazhadeget en abeg d'o gouennadur prim-tre.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.