From Wikipedia, the free encyclopedia
Benito Pablo Juárez García (ganet d’an 21 a viz Meurzh 1806 e San Pablo Guelatao, marv d’an 18 a viz Gouere 1872 e kêr Vec'hiko) a voe prezidant Mec’hiko etre 1858 ha 1872.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Mec'hiko |
Anv e yezh-vamm an den | Benito Pablo Juárez García |
Anv-bihan | Benito |
Anv-familh | Juárez |
Deiziad ganedigezh | 21 Meu 1806 |
Lec'h ganedigezh | San Pablo Guelatao |
Deiziad ar marv | 18 Gou 1872 |
Lec'h ar marv | Kêr-Vec'hiko |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | myocardial infarction |
Lec'h douaridigezh | Panteón de San Fernando |
Pried | Margarita Maza |
Bugel | Benito Juárez Maza |
Yezh vamm | zapotekeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg, zapotekeg |
Micher | alvokad, barner, politiker |
Karg | President of Mexico, Governor of Oaxaca, President of the Supreme Court of Justice of the Nation, Governor of Oaxaca |
Bet war ar studi e | Instituto de Ciencias y Artes de Oaxaca |
Strollad politikel | Partido Liberal |
Strollad etnek | Zapoteked |
Relijion | Katoligiezh |
Kleñved | dwarfism |
Benito Juárez a oa un Amerindian zapotek. Mervel a reas e dad hag e vamm pa ne oa nemet tri bloaz. Goude bezañ graet a bep seurt labourioù ez eas d’ar skol, ma teskas spagnoleg adalek an oad a 12 vloaz, e kêr Oaxaca. Mont a reas d’ar c’hloerdi ha goude e reas studioù war ar gwir. E 1834 e teuas da vezañ alvokad hag e-pad ur pennad e tifennas gwirioù indianed ar vro. E-keit-se e rae politikerezh ivez : e 1832 e oa bet anvet da guzulier e ti-kêr Oaxaca. E 1844 e teuas da vezañ frañmason.
E-pad ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù Unanet e voe anvet da c’houarnour da c’hortoz e stad Oaxaca, e 1847. Evel gouarnour e kemeras disentezioù penn a-raok, evel kempenn an hentoù, sevel ur gartenn eus ar c’hornad, digeriñ skolioù, adsevel palez ar gouarnour. Krouiñ a reas porzh Huatulco ha sevel un hent da vont betek ar gêr-benn. Pa oa Antonio López de Santa Anna e penn ar vro, e voe harzet ha kaset da La Havana. Dont a reas a-benn da dec’hel ha da repuiñ e New Orleans ; eno e vevas betek 1855 ha daremprediñ Mec’hikaned all harluet eveltañ.
E 1855 e rankas Santa Anna reiñ e zilez ha dont a reas Juárez da Vec'hiko en-dro. Savet e voe ur gouarnamant nevez, dindan renerezh ar jeneral Juan Álvarez. Gant ar gouarnamant liberal-se e voe krennet galloud an Iliz katolik hag an arme, ha klasket krouiñ ur gevredigezh vodern hag un ekonomiezh diwar skouer hini ar Stadoù Unanet. Ministr ar Justis e oa Benito Juárez er gouarnamant nevez. Gant al Ley Juárez (lezenn Juárez), e 1855, e voe disklêriet e oa par an holl dirak al lezenn ha lakaet e voe harzoù da zreistgwirioù an Iliz katolik. Tamm-ha-tamm e voe prientet evel-se bonreizh 1857. Pa voe degemeret ar vonreizh nevez e voe anvet Benito Juárez da brezidant lez uhelañ ar vro, tra ma teuas Ignacio Comonfort da vezañ prezidant ar republik.
En em sevel a reas ar virourien, renet gant ar jeneral Félix María Zuloaga, a-enep ar gouarnamant e miz Kerzu 1857 ha rankout a reas Comonfort reiñ e zilez. Evel ma oa e penn al lez uhelañ e teuas Juárez da vezañ prezidant da c’hortoz ar republik, e miz Genver 1858. Ne voe ket degemeret gant ar virourien avat, ha brezel a voe etre mirourien ha liberaled e-pad tri bloaz. N’eo nemet e deroù 1861 e echuas ar brezel diabarzh-se, gant trec’h al liberaled. E miz Meurzh 1861 e voe dilennet Benito Juárez, da vat, da brezidant ar republik. Pa oa bet prezidant da c’hortoz en doa lakaet degemer un toullad lezennoù a voe diazez ar stad nevez : embannet e voe e oa distag ar Stad diouzh an Iliz, lamet e voe lod eus madoù an Iliz diganti, freuzet e voe an douaroù boutin perc’hennet gant ar c’humuniezhioù amerindian.
Goude ar brezel, pa oa start an traoù gant ekonomiezh ar vro, e tivizas Juárez ampellañ pae an dle diavaez d’an estrenvro. Kement-se a voe kaoz da gredourien bennañ ar vro, Spagn, Breizh-Veur ha Bro-C’hall, kas o armeoù da Vec’hiko e miz Kerzu 1861. Buan e voe tennet o soudarded gant Spagn ha Breizh-Veur pa gomprenjont e felle da Napoleon III, impalaer Bro-C’hall, diskar gouarnamant Juárez ha sevel e Mec’hiko un impalaeriezh suj dezhañ, gant skoazell ar virourien. Pemp bloaz e padas brezelekaadenn ar C'hallaoued e Mec'hiko, eus 1862 da 1867.
Stourm a reas Juárez ouzh an aloubadeg-se, gant harp an darn vrasañ eus tud ar vro. Met kilañ a rankas ober, betek hanternoz ar vro. Neuze e voe skoazellet da vat gant ar Stadoù Unanet, a glaske mirout ouzh levezon re vras Bro-C’hall er c’hevandir. Gounit tachenn a reas armeoù Juárez, betek ma’z eas kuit ar C’hallaoued eus Mec’hiko e 1866. Peurechuiñ a reas ar brezel pa voe tapet an impalaer Masimilian Habsburg gant soudarded Juárez ha pa voe lakaet d’ar marv.
Addilennet e voe Juárez da brezidant ar republik e 1867. Addilennet e voe evit ur respetad nevez e 1871, daoust ma veze rebechet dezhañ bezañ douget d’e benn e-unan, tuañ madoù evitañ ha mougañ an tu-enep. Mervel a reas gant un taol-kalon d’an 18 a viz Gouere 1872, e Palez ar Prezidant, e Mec’hiko.
Hiziv e Mec’hiko, e vez sellet ouzh Benito Juárez, evel ouzh un haroz broadel. Soñj a zalc’her anezhañ evel un demokrat, ur stourmer evit gwirioù an Amerindianed, evit frankiz ar vro hag a-enep dreistgwirioù an Iliz katolik.
An 21 a viz Meurzh, deiz e c’hanedigezh, zo un devezh gouel e Mec’hiko.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.