From Wikipedia, the free encyclopedia
Austrasiatica langfordi a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Austrasiatica e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral pe ral-tre a vev er meurvor Habask en dour don an hini eo.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Austrasiatica | ||
Anv skiantel | |||
Austrasiatica langfordi (Kuroda, 1938) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Diskrivet eo bet ar spesad gant Kuroda e 1938 dindan an anv genad Nesiocypraea[2]. An anv langfordi a zo bet roet en honor da Daniel B. Langford eus Yokohama..
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Austrasiatica langfordi o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
3 isspesad a zo bet diskrivet :
Kregin brav ha ral pe ral-tre eo an Austrasiatica langfordi . Kavet e vezont er mor don etre 50 m ha 250 m donder draget gant bagoù.
Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 50 mm ha 62 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 40 mm gour pe ramz, betek 78 mm.
Austrasiatica deforgesi, Austrasiatica hirasei, Austrasiatica alexhuberti, Austrasiatica sakuraii spesadoù all ar genad, Schilderia achatidea spesad gant tresadennoù tost a-walc'h.
Lec'h bevañ ar spesad a zo e meurvor Habask etre Japan hag Indonezia o tremen dre Melanezia, Norzh Aostralia ha Kaledonia-Nevez.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.