From Wikipedia, the free encyclopedia
Austrasiatica alexhuberti a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Austrasiatica e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin dizoloet diwezhat ha ral-spontus a vev e mor Andaman ar Su en dour don an hini eo. E 2000 ne oa ket bet kavet muioc'h eget un dek bennak a gregin.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Austrasiatica | ||
Anv skiantel | |||
Austrasiatica alexhuberti (Lorenz & Huber, 2000) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Diskrivet eo bet ar spesad gant Lorenz & Huber e 2000 dindan an anv genad Nesiocypraea[2]. An anv alexhuberti a zo bet roet en enor da Alex Hubert kenskrivanier al levr aet d'an anaon a-raok an eil embann (1938-1999).
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Austrasiatica alexhuberti o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Kregin brav ha ral spontus eo an Austrasiatica alexhuberti. Kavet e vezont er mor don etre 80 m ha 200 m donder draget gant bagoù.
Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 58 mm ha 61 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig pe ramz, betek 63 mm.
Austrasiatica deforgesi, Austrasiatica hirasei, Austrasiatica langfordi, Austrasiatica sakuraii spesadoù all ar genad.
Lec'h bevañ ar spesad a zo e mor Andaman etre Thailand ha Sumatra.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.