From Wikipedia, the free encyclopedia
An Astured[1] (αστυρων e gregach, gant Strabon; astures[2] en latin) a oa Kelted ha rak-Kelted (Keltibered) eus gwalarn ledenez Spagn, e Hispania Tarraconensis da vare an impalaeriezh roman.
Daou rumm, a lavared, a oa anezho : an Astured treuzvenez a veze graet eus re an arvor, an Astured Aogustan eus re an argoad.
Mengleuzioù niverus a oa en o bro, ma tennent aour. Brudet e oa o c'hezeg (anvet asturked). troet e oa an dud gant ar brezel. Hervez Isidoro Sevilla e teue o anv eus ar stêr Asturia, a vefe pe an Órbigo e León, pe an Esla.
E -25 e voent trec'het gant Augustus, e-kerzh ar brezelioù kantabr, war lez ar stêr Astura.
En o zachennad edo an douaroù zo aet d'ober Asturiez a hiriv, proviñs León, er c'hornôg d'ar stêr Esla, ha hanternoz proviñs Zamora en hanternoz d'ar stêr Duero ha kornôg an Esla, hag ivez, e Galiza, reter proviñs Lugo ha proviñs Ourense hag un darn eus distrig Bragança, e Trás-os-Montes e Portugal, pezh zo bet anvet Asturia.
Hervez Plinius e oant 240.000 rannet entre 22 veuriad, met n'eus bet miret nemet 12 eus an anvioù-se : Lanciatis, Brigaecinis, Bedunensis, Orniacis, Lungonis, Saelinis, Superatis, Amacis, Tiburis, Egurris pe Gigurri, Paesicis ha Zoelais.
o c'hêrioù e oa Lancia (Villasabariego – León), Asturica (Astorga – León), Mons Medullius (Las Medulas? – León), Bergidum (Cacabelos, e-kichen Villafranca del Bierzo – León), Bedunia (Castro de Cebrones – León), Aliga (Alixa? – León), Curunda (Castro de Avelãs, Trás-os-Montes), Lucus Asturum (Lugo de Llanera – Asturias), Brigaetium (Benavente – Zamora), ha Nemetobriga (A Pobra de Trives – Ourense), a oa ur greizenn relijiel.
An darn vrasañ evel al Lugones, a azeule an doue Lugh, ha doueed all evel Taranis ha Belenos.
Chomet eo o anv en hini Rouantelezh Asturias hag en hini kêr Astorga.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.