From Wikipedia, the free encyclopedia
Un askorn (liester : eskern) a zo unan eus ar pezhioù danvez kalet-tre ha dibleg a ya d'ober ur framm e korfoù ar mellkeineged. Ar skeledenn, pe ar c'horf-eskern, eo an anv a vez graet eus hollad an eskern staget warnañ an elfennoù gwak evel ar c'higennoù dre ar stirennoù, ar flugez hag an empenn (hemañ enklozet e boest ar c'hlopenn).
Iskevrennad eus | animal organ, animal product, particular anatomical entity |
---|---|
Rann eus | skeledenn |
Development of anatomical structure | bone development |
Deskrivet en URL | https://neal.fun/earth-reviews/bones |
Anaouder WordLift | http://data.wordlift.io/wl01714/entity/bone |
ID en Thesaurus NCI | C12366 |
Arouezenn Unicode | 🦴 |
Studi an eskern eo an askornouriezh.
Liesseurt eo rolloù an eskern :
Gant raz eo graet an eskern evit reiñ o c'haleter hag o fetister ken e c'hellint dougen pouez ar c'horf, ur pouez a c'hell bezañ kaset war un nebeud anezho evel eskern an treid pa ya an den pe al loen war e sav. Koulskoude ez eus ul lodenn gleuz e diabarzh an eskern, el lec'h m'emañ ar mel askorn.
Pep elfenn galet a c'hell bezañ keñveriet ouzh askorn ar mellkeineged a vez graet "askorn" anezhi : askorn kerez (kalonenn gerez), da skouer, hag heñvel evit ar frouezh all kalonennoù enno.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.