From Wikipedia, the free encyclopedia
Alexandre Dumas (1802-1870) a oa ur skrivagner gall eus an XIXvet kantved, brudet gant e romantoù istorel.
Mab e oa d'ar jeneral gall Thomas Alexandre Dumas (1762-1806). E vab Alexandre Dumas (1824-1895) a oa skrivagner ivez.
Mab-bihan ur sklavez bet ganet e Monte Cristi e Santo Domingo a oa Alexandre Dumas. Marie-Cessette Dumas a oa anv ar vaouez-se, dimezet da Alexandre Antoine Davy de La Pailleterie, un nobl diarc'hant eus Normandi aet da c'hounit e vuhez e plantadegoù sukr ar C'haraib[1]. Evit paeañ e veaj distro da Frañs, tro-dro 1774, en doa gwerzhet en-dro e wreg hag o fevar bugel. Koulskoude diwezhatoc'h en doa adprenet e vab henañ Thomas Alexandre Dumas evit kas anezhañ da vro C'hall ha reiñ dezhañ un deskadurezh e doare noblañs ar mare-se.
Lakaat a reas Thomas Alexandre Dumas e anv e rejimant dragoned ar Rouanez e 1786. Dont a reas da vezañ ur jeneral e-pad an Dispac'h, an hiron kentañ o tizhout ar renk-se el lu[3]. Dimezet e oa da verc’h un ostalerour eus Villers-Cotterêt, Louise Labouret. Tri bugel en doa bet ar c'houplad : div blac'h hag ur mab, Alexandre Dumas, bet ganet d'ar 24 a viz Gouere 1802.
Mervel a reas ar jeneral Dumas e 1806. Skoliataet e voe Alexandre Dumas e skolaj Villers-Cotterêt, met skañv e chomas e zeskadurezh. E 1816 e krogas da labourat evel skoazeller evit un notaer. Ne oa ket pinvidik tamm ebet. Tri bloaz war-lerc'h e reas anaoudegezh gant Adolphe de Leuwen a lakas anezhañ da zizoloiñ ar barzhoneg hag ar c'hoariva.
E 1823 e tivizas mont da Bariz evit gounit e vuhez o skrivañ pezhioù-c'hoari e stil "vaudeville". Ne reas ket berzh a-raok 1825 met e voe skoazellet gant ar jeneral Foy a oa mignon e dad, evit kavout ul labour er velestradurezh.
Kerkent ha Reveulzi Gouere 1830 e kemeras perzh e emgannoù e straedoù Pariz evit enebiñ ar rouantelezh ha souten ar Republikaned.
Gant Henri III et sa cour (1828), e bezh istorel kentañ, e voe lañset e vrud war leurenn al lennegezh e Pariz. Alies e voe taget abalamour da liv e groc'henn[4].
Evit tec'het kuit ouzh ar c'holera ez eas da Suis e 1832 e lec'h e reas anaoudegezh gant Châteaubriand. Kregiñ a reas ur prantad beajoù da Italia, Alamagn, Belgia, Spagn, Aljeria a vago e levr Impressions de voyage.
E 1836 e voe embannet e kelaouenn La Presse, ar romant-kazetenn kentañ e Frañs, gant ur skrid savet gantañ[5]. Adalek 1840 hag e-pad 11 bloaz e kenlaboure evit ar romantoù-kazetenn gant Auguste Maquet, met ne voe embannet an istorioù nemet dindan anv Dumas. Skrivañ a rae dibaouez ha karantez al lennerien evit e romantoù a vage gwerzh ar c'hazetennoù e lec'h e vejont embannet : Les Trois mousquetaires (1844), Le comte de Monte Cristo (1844-1846), La Reine Margot (1844-1845), Vingt ans après (1845)... Ijinañ a rae ar romantoù a-feur ma veze embannet er c'helaouennoù, o skrivañ meur a hini d'ar memes koulz hep meskañ nag an istorioù, nag ar c'henarroudoú istorel.
Sevel a reas e c'hoariva dezhañ e Pariz, an Théátre historique, bet digoret e 1847. Aze e veze savet pezhioù-c'hoari diwar e romantoù. Pinvidik mor e oa Alexandre Dumas d'ar c'houlz-se ha dispignañ a rae divuzul. Stardet e voe gant Dispac'h 1848, o koll e-pad mizioù e c'hounidoù boas (c'hoariva, romantoù-kazetenn) hag o lakaat e startijenn o kabaliñ evit dilennadegoù ar Breujoù hep dont a-benn da vezañ dilennet hag o souten Eugène Cavaignac a-enep Louis-Napoléon Bonaparte evit dilenn prezidant an eilvet Republik. Freuz-stal a reas e sal-c'hoariva e 1850.
Sailhet gant dleoù ha kounnaret gant taol-Stad Bonaparte e tivroas e 1851 da Belgia asambles gant Victor Hugo. Echuet e voe neuze ar c'henlabour gant Maquet. Evit distreiñ da Bariz, ar pezh a c'hoarvezas e 1853, e rankas reiñ 45% eus e wirioù aozer a-vremañ ha dazont d'e gredourien. Tabut a savas an diskoulm-mañ etre Dumas ha Maquet. Neuze e lañsas Dumas e gelaouenn bemdeziek anvet Le Mousquetaire e lec'h e embanne eñvorennoù ha romantoù istorel.
E 1854 e reas berzh bras e vab, anvet eveltañ, gant ar pezh c'hoari La Dame aux camélias.
Ur veaj hir da Rusia a reas e 1858-1859 gant ur mignon livour, Jean-Pierre Moynet. E 1860 e werzhas madoù evit prenañ armoù ha skoazellañ Giuseppe Garibaldi e Italia. Kas a reas e-unan an armoù ha test an emgannoù e voe. Treiñ a reas e galleg eñvorennoù Garibaldi ivez. Chom a reas e-pad tri bloaz e Napoli, betek 1861, o ren furchata ha mirdi Pompei.
Ur spered republikan ha digor a oa gant Alexandre Dumas. Evel e dad e oa kizidik da vuhez ar re zu o c'hroc’henn ha da zivizoù ar gouarnamant war ar sujed-se. Ne felle ket dezhañ plegañ kennebeut e-tal urzh divezek ar Gatoliked. Setu perak eo bet kontrollet alies e oberennoù gant ar gouarnamant[6] pe dre wask ar Gatoliked ; evel-se n’en doa ket gellet mont betek penn e romant-gazetenn Isaac Laquedem a gonte buhez ar Boudedeo[7]. E 1863 o doa embannet ar gardinaled en Index Librorum Prohibitorum e vije difennet d'ar Gatoliked lenn romantoù Dumas tad ha mab[8].
Bezañ tad 250 bastard e babore Alexandre Dumas[9]. En o zouez n’en doa anavezet nemet daou vugel : Alexandre, ganet e 1824 eus e amezegez Laure Dabay, a deuio da vezañ skrivagner evel an tad ha Marie Alexandrine, ganet e 1831 eus Belle Kreilssamer, un aktourez. Dimezet e voe bet e-pad eizh bloaz d’un aktourez all, Ida Ferrier ; an disparti en doe koustet ker dezhañ, rediet e voe da werzhañ ar c’hastell en doa savet e Marly.
Meur a-wech en doa ijinet Alexandre Dumas istorioù liammet da Vreizh. Da goulz ar romantelezh e oa bet awenet, evel kalz a arzourien all, gant tem ar chouanerezh a vez kavet e-barzh La comtesse de Charny (1842), Jeannic le Breton, ou le gérant responsable (pezh c’hoari, 1842), Les compagnons de Jéhu (1857) pe Les louves de Machecoul (1858).
E-barzh Le capitaine Paul (1838) e ijinas penn kentañ buhez Paul Jones, haroz James Fenimore Cooper e-barzh The Pilot, a tale of the sea (1824). Profitet en doa Dumas eus ur veaj da Naoned evit mont betek An Oriant ha klask e dielloù ar Morlu roudoù ouzh donedigezh Paul Jones ; displeg a reas ar raklabour-se e rakskrid e romant[10].
Komz a zo ivez eus Beltram Gwesklin e-barzh Le Bâtard de Mauléon (1846).
Teir gwech d’an nebeutañ e mennegas kêr Naoned pe Liger-Atlantel o vezañ perzh ouzh Breizh : e-barzh Le chevalier d’Harmental (1843)[11], Le vicomte de Bragelonne (1847)[12] ha Les louves de Machecoul (1858)[13]. Ar skridoù-se a zo implijet gant stourmerien adunanidigezh melestradurel Breizh evit difenn o sav-boent.
E 1869 e teuas Alexandre Dumas da Roazhon da enklask diwar-benn marv iskiz Pierre Charles Silvestre de Villeneuve (1763-1806), an amiral a rene morlu Frañs ha Spagn a-enep ar Rouantelezh Unanet e-pad emgann Trafalgar. Fellout a rae da Dumas sevel ur romant diwar-benn an istor-se, met ne reas ket[14].
E miz Ebrel 1864 e tistroas eus Italia da Bariz. Prezegennoù a roas e kêrioù Frañs diwar-benn e eñvorennoù, kenderc'hel a reas da embann romantoù, beajiñ a reas e Aostria-Hungaria e 1865 hag e Alamagn e 1866. E gelaouenn Le Mousquetaire a adlañsas e 1866 ha zoken e lañsas e 1868 ur gelaouenn nevez, D’Artagnan.
E fin e vuhez e oa mennet mab bihan ostalerour Villers-Cotterêt da embann Geriadur meur ar gegin, un oberenn gant 3 000 rekipe, pep hini bet tañvaet gantañ hervezañ. E 1869 e tilojas eta da Rosko e Penn-ar-Bed evit bodañ e skridoù[15] e-pad an Hañv. Ar dornskrid a roas d’e embanner e Meurzh 1870, c’hwec'h miz a-raok bezañ tapet gant ur gwallzarvoud gwazhienn ha mervel e ti e vab, d’ar 5 a viz Kerzu 1870, da lavaret eo e-pad ar brezel a-enep an Alamaned. Douaret e voe e gorf en ur gêriadenn nepell ouzh Dieppe. Abalamour d’ar brezel e voe ret gortoz 1872 evit kas e arched da vered Villers-Cotterêt ha ne voe ket embannet e C'heriadur meur a-raok 1873.
D’an 30 a viz Here 2002 e voe treuzkaset e gorf d’ar Panthéon e Pariz[16].
Hervez Index translatonium an Unesco emañ Alexandre Dumas e-touez ar skrivagnerien a zo bet troet o oberennoù ar muiañ. An 13vet plas en deus gant 2540 troidigezh[17].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.