From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar C'hont Alessandro Giuseppe Antonio Anastasio Volta (18 a viz C'hwevrer 1745 Como - 5 a viz Meurzh 1827) a oa ur fizikour italian. Brudet eo en abeg d'e labour war an elektregezh, hag evit bezañ ijinet ar pil elektrek.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Dugelezh Milano, Republik Sizalpin, Rouantelezh Italia, Lombardia-Veneto |
Anv-bihan | Alessandro |
Anv-familh | Volta |
Titl noblañs | Kont |
Deiziad ganedigezh | 18 C'hwe 1745 |
Lec'h ganedigezh | Como |
Deiziad ar marv | 5 Meu 1827 |
Lec'h ar marv | Como |
Lec'h douaridigezh | tomb of Alessandro Volta |
Pried | Teresa Peregrini |
Bugel | Zanino Volta |
Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg, latin |
Yezh implijet dre skrid | italianeg |
Micher | physicist, inventor, kelenner skol-veur, chemist |
Tachenn labour | physiology |
Implijer | University of Pavia |
Karg | senedour |
Lec'h labour | Terranova |
Urzh relijiel | Urzh ar Vreudeur minor |
Prizioù resevet | Marc'heg al Lejion a Enor, ezel eus ar Royal Society, Medalenn Copley, Order of the Iron Crown |
Oberennoù zo en dastumad | Musée d'histoire des sciences de la Ville de Genève |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Ganet e oa bet Volta e Como e-lec'h ma voe war ar studi ha ma 'z eas da gelenner er Skol Roueel e 1774.
A-viskoazh eo bet studi an elektregezh e kreiz e breder. Pa oa studier yaouank c'hoazh e skrivas ur varzhoneg e latin diwar-benn ar fenomenenn boemus ha nevez-se. De vi attractiva ignis electrici ac phaenomenis inde pendentibus a voe e skrid skiantel kentañ.
E 1775 e krou an elektrofor, ur mekanik a brodu elektregezh statikel, a ro tu dezhañ da seveniñ e-leizh a arnodoù. E 1776-77 e studi kompozadur kimiek gazoù ar geunioù, dizoleiñ a ra ar metan, ha seveniñ a ra arnodoù e-giz loskidigezh ar gazoù en ur besel serr dre berzh ur fulenn elektrek.
E 1779 ez a da gelenner da skol-veur Pavia hag e-pad 25 vloaz e chomo er gador-gelenn-se. Sevel a ra un elektrometr koloennoù, ha da c'houde e sav ar c'hondensor kentañ - plaen metalek goloet gant ur gwiskad gwernis - ha gant an dra-se e voe anataet an elektregezh a zeu diwar kontakt ar metalioù.
Etre 1780 ha 1782 e veaj dre Frañs, Alamagn, an Izelvroioù ha Bro-Saoz ha kenlabourat a ra gant Antoine Lavoisier ha Pierre-Simon Laplace evit studiañ an elektregezh atmosferek.
Da heul dizoloadenn an elektregezh-loen gant Luigi Galvani, e studi Volta adalek 1792 penaos e vez broudet kigennoù ar raned. Disteurel a ra neuze teorienn Galvani a lakae ar pouez war ar gwiad loen. Da veno Volta eo ret kaout ur roudad elektrek serr graet gant metalioù.
E miz Meurzh 1800 ec'h embann Volta en ul lizher da brezidant ar Royal Society ijinadenn ar pil elektrek (pil voltaek) savet gantañ : ur berniadur koubladoù diskoù zink-kouevr stok-ha-stok, gant ul tamm gwiad euvred gant hilienn ( (H2O+NaCl) etre ar c'houbladoù. Pouezañ a ra war ar fed e kemer al laonenn gouevr ur garg negativel hag al laonenn zink ur garg pozitivel pa vezont dispartiet. E miz Du 1801 e kinnig Volta e bil dirak an Institut de France hag eno e lavar e lezenn ar voltadurioù, hag ivez talvoudoù voltadurioù kontakt ar metalioù urzhiet hervez an elektropozitivelezh war zigresk, eus ar zink betek an arc'hant.
Emledadur ar gazoù ivez a voe studiet gant Volta. Ijinañ a reas an eudiometr, anezhañ ur benveg evit dielfennadur volumetrek ar meskadoù gaz. Gant ar benveg-se e sevenas sintezenn gentañ an dour.
E 1794 e timezas Volta da Deresa Peregrini, merc'h ar C'hont Ludovico Peregrini. Tri mab a voe ganet d'ar c'houblad.
E 1819 en em dennas Volta d'e c'hêr c'henidik e lec'h ma varvas d'ar 5 a viz Meurzh 1827. Graet e vo volt eus an unanenn voltadur en enor dezhañ.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.