12 Angry Men (film)

From Wikipedia, the free encyclopedia

12 Angry Men (film)
Remove ads

12 Angry Men[1] (12 Den Droug enne e brezhoneg) zo ur film saoznek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour stadunanat Sidney Lumet e 1957.

Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Titl ...
Remove ads
Tañvaenn orin 12 Angry Men.

Kentañ film savet gant Lumet evit ar sinema e oa, deuet e-maez a-raok Stage Struck (miz Ebrel 1958).

Remove ads

Fichenn deknikel

  • Doare : Drama,
  • Skoazeller-sevener : Donald Kranze,
  • Senario : Reginald Rose, azasaet diwar e bezh-c'hoari 12 Angry Men savet evit ar skinwel (miz Gwengolo 1954),
  • Kevredad produiñ : Orion-Nova Productions,
  • Produourien : Henry Fonda ha Reginald Rose,
  • Kevredad dasparzhañ : United Artists,
  • Rener ar skeudenniñ : Boris Kaufman,
  • Ijinour ar son : James A. Gleason,
  • Aozer ar sonerezh orin : Kenyon Hopkins,
  • Farder : Herman Buchman,
  • Frammer : Carl Lerner,
  • Skriptourez : Faith Elliott,
  • Prantad filmañ : adalek ar 25 a viz Mezheven 1956,
  • Lec'hioù filmañ : New York County Courthouse ha studioioù Fox Movietone e New York,
  • Deiziadoù dont e-maez : 10 a viz Ebrel (Los Angeles (Kalifornia)), 13 a viz Ebrel 1957 (New York),
  • Padelezh : 96'.
Remove ads

An danvez

En un tu bennak e Stadoù-Unanet Amerika.
Tamallet eo ur paotr yaouank da vezañ lazhet e dad a daolioù kontell en e ranndi ha fiziet en ur juri a zaouzek den e varn. Da-heul ar votadeg kentañ e tiskouez an toued niverenn 8, tisavour diouzh e vicher, kaout douetañs diouzh kablusted an tamallad yaouank. Ma van e-unan-penn rak an douidi all a glask ober dezhañ cheñch e veno evit ma vo kemeret an diviz mat a-unvouezh, evel m'eo dleet.
Padal, dre forzh arguziñ ouzh an testeni-mañ-testeni ha lakaat war wel diwirheñvelded ar brouenn-mañ-prouenn e teu a-benn an eizhvet toued da cheñch penn d'ar vazh o kendrec'hiñ e gendouidi, an eil war-lerc'h egile.
M'eo didamallet ar paotr yaouank a-barzh fin ar gont, goude eurvezhioù a dabutoù lakaet garv ha faezhus abalamour d'an amzer douforek o ren e-barzh ar sal kement hag er-maez anezhi. Echuiñ a ra ar film pa guita an douidi al lez-varn : torret eo d'ar glav arnevek ha ne oar ket Yann Arvester ha kablus e oa ar paotr yaouank pe get...

Remove ads

Roll ar gomedianed

  • Henry Fonda : an eizhvet toued,
  • Lee J. Cobb : an trivet toued,
  • E.G. Marshall : ar pevarvet toued,
  • Jack Warden : ar seizhvet toued,
  • Martin Balsam : ar c'hentañ toued,
  • Ed Begley : an dekvet toued,
  • John Fiedler : an eil toued,
  • Jack Klugman : ar pempvet toued,
  • Edward Binns : ar c'hwec'hvet toued,
  • Joseph Sweeney : an navvet toued,
  • George Voskovec : an unnekvet toued (horolajer diouzh e vicher),
  • Robert Webber : an daouzekvet toued (bruder diouzh e vicher),
  • Rudy Bond : ar aotrou barner,
  • James Kelly : ar gward,
  • Billy Nelson : ar grefier,
  • John Savoca : an tamallad,
  • Walter Stocker : an den o c'hortoz ar bignerez.

N'eo nemet e dibenn ar film e vez roet da Yann Arvester da anavezout anv-familh daou eus an douidi pa gimiad an eil diouzh egile : an aotrou Davis (8vet toued) hag an aotrou MacCardle (9vet toued), da lâret eo an daou zen kentañ o devoa dibabet didamall ar paotr yaouank en abeg d'o douetañsoù.

Skrivañ a c'heller ez eo pouezus-kenañ ar roll a zalc'h Henry Fonda er film dre ma teu a-benn e dudenn da gendrec'hiñ an douidi all d'e savboent a-barzh fin ar gont. Fentus eo stadañ en devoa c'hoariet Fonda roll un den tamallet e gaou e The Wrong Man (deuet e-maez e miz Kerzu 1956) gant Alfred Hitchcock...

Goproù

Oskar ebet gant 12 Angry Men rak rastellet e voe prizioù Akademiezh Arzoù ha Skiantoù ar Fiñvskeudenniñ gant ur film all, The Bridge on the River Kwai, e miz Meurzh 1958.

Tapout a reas Arzh Aour (Goldener Bär en alamaneg) ar gwellañ film hir da-geñver Internationale Filmfestspiele Berlin en hañv 1957 koulskoude.

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads