Manhattan

From Wikipedia, the free encyclopedia

Manhattan

Manhattan (distagadur: [mænˈhætən]) a zo unan eus ar pemp borough (ranngêr velestradurel) a ya d'ober kêr New York er Stadoù-Unanet. An hini bihanañ anezho eo, met an hini stankañ ar boblañs ennañ, hag ivez an hini pinvidikañ. Ur plas arc'hantel bras eo, hag eno emañ Wall Street hag an New York Stock Exchange. Ur bern skraberioù-oabl a zo, gant ar re vrudetañ evel an Empire State Building hag an One World Trade Center a gemer lec'h ar World Trade Center distrujet gant gwalldaolioù d'an 11 a viz Gwengolo 2001. Er New York City Hall (« Ti-kêr New York ») emañ sez Gouarnamant ar gêr. Skolioù-meur brudet zo ivez, evel Columbia University, New York University ha Rockfeller University.


Fedoù berr-ha-berr Deiziad krouiñ, Anv er yezh a orin ...
Manhattan
Thumb
borough of New York City, consolidated city-county
Deiziad krouiñ1624 
Anv er yezh a orinManhattan 
Treuzskrivadur APImænˈhætən 
Anvet diwarManhattan 
Anv annezidimanhattaniti 
StadStadoù-Unanet 
Kêr-benntalvoud ebet 
E tiriadNew York 
Gwerzhid-eurEastern Time Zone, UTC−05:00, UTC−04:00 
War riblEast River, Hudson (stêr), Upper New York Bay, Harlem River, Spuyten Duyvil Creek 
Daveennoù douaroniel 
Penn an aotrouniezhGale Brewer 
Coextensive withNew York County 
Darvoud-alc'hwezGwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 
Lec'hienn ofisielhttp://manhattanbp.nyc.gov/html/home/home.shtml 
KML fileTemplate:Attached KML/Manhattan 
Dezverket drecongestion pricing 
Poblañsouriezh an danvezdemographics of Manhattan 
Kod pellgomz an takad212, 646, 917 
Category for the view from the itemCategory:Views from Manhattan, New York City, Category:Views from automobiles in Manhattan, New York City 
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Manhattan, New York City 
Thumb
Serriñ
Thumb
Lec'hiadur Manhattan e kêr New York
Thumb
Gwel eus Manhattan.

Heñvel ouzh New York eo Manhattan ul lec'h bedvroat. Kalz koñsuldioù ha sez ar Broadoù Unanet a gaver eno. E China Town emañ an niver brasañ a Sinaiz er Cʼhornôg. Lec'h touristelañ ar Mell Aval eo, gant 62,8 milion a doutisted e 2017,[1]. Ar mirdioù brudetañ eo ar Metropolitan Museum of Art, ar muzeom amerikan istor naturel hag ar Museum of Modern Art (MoMA). Time Square, Central Park ha Grand Central Terminal emañ e-touez an dek lec'h ar muiañ gweladennet er bed.

Istor

Dont a ra an anv eus ar ger mounseek manaháhtaan hag a dalv « enezenn stank he zorgennoù » moarvat.

Diazezet e voe ur post kenwerzh e Manhattan izel gant tud eus ar Proviñsoù-Unanet e 1624. Prenet e voe da Ameridianed hag anvet Amsterdam Nevez e 1626. Tremen a reas dindan reoladur ar Saozon e 1664, hag e voe adanvet New York pa voe roet an douaroù-se da Dug York gant e vreur ar roue Charlez II Bro-Saoz.

Douaroniezh

C'hoarvezout a ra ar borough eus enezenn Mahattan, Marble Hill en douar bras hag enezigoù. Enezenn Manhattan zo 59 km² dindani, 21,6 km hirder ha 3,7 km ledander dezhi d'al ledanañ (e-kichen ar 14vet straed).

Yen ha gleb e vez ar goañv, tomm ha gleb an hañv.

Notennoù ha daveoù

Liammoù diavaez

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.