From Wikipedia, the free encyclopedia
Yves-Marie Le Gouaz ganet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1742 e Brest hag aet da anaon d'an 12 a viz Even 1816 e Pariz a oa un engraver breizhat.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Yves-Marie |
Anv-familh | Le Gouaz |
Deiziad ganedigezh | 15 C'hwe 1742 |
Lec'h ganedigezh | Brest |
Deiziad ar marv | 12 Mez 1816 |
Lec'h ar marv | former 12th arrondissement of Paris |
Pried | Marie-Jeanne Ozanne |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | engraverien |
Oberennoù zo en dastumad | Auckland Art Gallery Toi o Tāmaki, National Gallery of Art |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Dimezet e oa gant Marie-Jeanne Ozanne (1736-1786) c'hoar e vestr war an arzoù Nicolas Ozanne (1728-1811)[1],[2] ; ur verc'h o deus bet, anvet Marie-Amélie Le Gouaz. 60 engravadur en deus bet graet an darn adal tresadennoù Ozanne[3].
Dre an hent roet gant e gerent e oa bet skoliad d'an engraver Jacques Aliamet e Pariz adal 1763[4].
E 1770 ez eo choazet da vont etrezek Akademiezh roueel ar skiantoù gall evit kemer plas an engraver Ingram, labourat a raio eno betek ar bloavezh 1790[5].
Labouret en doa e-pad mare ar renad kozh ha kendalc'het goude-se betek mare Napoleon[6].
Laret e vez eus outañ e oa un den sichant gant an holl ha sioul. Laret e vez e devoa atav un tro-spered seder. Hervez ar re a skrivas e vuhez e oa ur sitoyan direbech, ur gwaz leal hag un tad karantezus.
Anavezet ez eo dreist-holl evit bezañ engraver ar porzhioù hag ar bigi. Labouret en deus bet ivez war engravadurioù teknikel liammet gant an tredan.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.