From Wikipedia, the free encyclopedia
Wieringen (distagañ : ) a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland, en Izelvroioù. Un enezenn, anvet Wieringen ivez, eo bet, ha raktresoù zo d'he lakaat da enezenn en-dro, dre lakaat Amsteldiepkanaal da vezañ ul lenn a vefe anvet Wieringerrandmeer. 212,50 km² eo gorread Wieringen (douar : 26,87 km², dour : 185,63 km² ). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 8 664 annezad enni. Ar c'hêriadennoù, kêrioù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Wieringen : Dam, De Haukes, De Hoelm, Den Oever, Hippolytushoef, Hollebalg, Noordburen, Oosterklief, Oosterland, Smerp, Stroe, Vatrop, Westerklief ha Westerland.
Roud kentañ anv Wieringen ("Wiron" pe "pagus Wirense" e Latin, gwelout list of property perc'hennet gant manati Fulda), a zo eus dibenn an VIIIvet – penn-kentañ an IXvet kantved.
E 1996 e voe kaver teñzorioù argant e parkeier e kêriadenn Westerklief, ar pezh a ziskouez e oa annezet Wieringen gant Vikinged d'ar mare-se. An teñzor a c'haller gwelout hiziv an deiz er Rijksmuseum voor Oudheden e Leiden. Goude meur a zic'hlann-dour e teuas Wieringen da vezañ un enezenn war-dro ar bloavezh 1200. Tapet e voe gant ar c'hont Floris V e 1284. Goude-se e voe ur pennad reuz, hag e 1297 e voe meret ar vro war-eeun gant kontelezh Holland, ha goude-se gant Westfriesland. Adtapet e voe Holland ha Westfriesland gant kontelezh Holland e 1299. E 1432 e teuas enezenn Wieringen da vezañ ur gêr ez-ofisiel.
Pa voe savet ar Republik Batav e 1798 e voe rannet proviñs Holland ha West Friesland en un doare disheñvel : lakaet e voent e departamant of Texel (eus ar Vlied'ar Roen). Etre 1807 ha 1814, dindan ren Napoleon, e voe cheñchet an traoù en-dro ha rannet e voe ar broviñs etre Amstelland ha Maasland. Holland, hag enni Westfriesland, a zeuas da vezañ ur broviñs eus Rouantelezh an Izelvroioù e 1815. Kingdom of the Netherlands. E 1840 e voe lodennet e div lodenn : Noord-Holland ha Zuid-Holland, gant ar roue Willem Iañ, a-benn disteraat beli Holland. Noord-Holland ha Zuid-Holland.
D'an 31 a viz Gouere 1924 e voe serret an Amsteldiep gant ar stankell anvet Amsteldiepdijk. Diwar ar mare-se ne voe ket mui Wieringen un enezenn. E 1930 e voe peurechuet Wieringermeerdijk er Zuiderzee, hag ivez polder Wieringermeer. E 1932 e voe stanket Zuiderzee penn-da-benn pa voe savet Afsluitdijk, ur fardell vras a stag Wieringen ouzh Friesland. E Den Oever e krog ar fardell.
E kuzul-kêr Wieringen ez eus13 dileuriad :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.