Ar Republik Batav (Bataafse Republiek e nederlandeg) eo an anv a veze graet eus an Izelvroioù eus 1795 da 1806, pa oa bet savet eno ur gouarnamant hervez patrom ar Republik C'hall.
Donet a rae anv ar stad eus Bataved, anv ur boblad c'herman a veve er vro da goulz an aloubadeg roman gwechall.
Istor
Eizh vloaz a-raok, e 1788, e oa erruet ar gostezenn Oranje e penn ar vro war-lerc'h ur brezel diabarzh, harpet ma oa bet gant armeoù roue Prusia, breur-kaer ar stadthouder.
Pa voe aloubet an Izelvroioù gant armeoù an Dispac'h gall e oa tec'het ar stadthouder (rener-stad) Willem van Oranje da Vro-Saoz.
En deiz war-lerc'h, d'an 19 a viz Genver 1795, e voe embannet ar Republik batav gant Gallaoued hag un nebeud skoazellerien, Izelvroiz a-du gant an Dispac'h gall.
Ur stad sujet da Vro-C'hall e oa. Ur gouarnamant dispac'hel e oa, distabil, ha meur a daol-stad a voe e-pad an dek vloaz ma padas. E 1805 e voe echuet gant an arnodoù demokratel pa erruas Rutger Jan Schimmelpenninck e penn ar vro evel Raadspensionaris.
Er bloaz war-lerc'h e voe diskaret ar Republik gant Napoleone Buonaparte, ha lakaet gantañ en he lec'h Rouantelezh Holland, savet evit reiñ ur gurunenn d'e vreur Luigi Buonaparte, anvet Lodewijk Napoleon e nederlandeg .
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.