From Wikipedia, the free encyclopedia
Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb dic'hour (Y.B.B.) pe verb ambersonel (saoz. impersonal verb) evit komz eus ur verb hep rener/graer gwirion ebet rak ne denn ket d'un ober, d'un darvoud pe d'ur stad kaset da-benn gant un den pe gant un dra resis, da skouer : glav a ra, noziñ a ra.
E yezhoù zo, en o zouez ar yezh c'hermanek (e.g. ar saozneg, an alamaneg...), yezhoù romanek evel ar galleg hag ivez yezhoù keltiek zo, e.g. ar c'hembraeg, e ranker implijout ur brizhraganv gant verboù dic'hour, da skouer :
E yezhoù all avat, yezhoù amraganvel anezhe dre ret, en o zouez meur a yezh romanek (e.g. ar portugaleg, ar spagnoleg, an okitanek, an italianeg...) hag an holl yezhoù slavek hag ivez e brezhoneg, ne vez implijet raganv rener ebet ha displeget e evz ar verb en trede gour unander, da skouer :
Alies e tenn ar verboù dic'hour d'an amzer a ra pe d'an amzer a red, da skouer : erc'h a ra', skorniñ a ra, abardaeziñ a ra.
Tennañ a c'hell ivez ar verboù dic'hour d'ar bezañs, da skouer :
Disheñvel eo ar verboù dic'hour diouzh ar verboù diglok rak tennañ a ra ar verboù dic'hour da implij ar gour yezhadurel nemetken keit ha ma tenn ar verboù diglok d'an displegadur dre vras, da lavaret eo d'an amzerioù, d'an arvezioù pe d'ar gourioù.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.