From Wikipedia, the free encyclopedia
Er yezhoniezh e vez implijet an termen amraganvelezh (saozneg : pro-drop, diwar pronoun-dropping, "argas raganv") evit komz eus ar fed ma c'heller sevel frazennoù reizh e yezhoù zo hep implijout raganvioù e degouezhioù resis zo, peurliesañ pa c'heller kompren da beseurt anv e ra dave ar frazenn dre dielfennañ ar c'henarroud pe dre merkoù yezhadurel all, da skouer displegadur ar verb.
Implijet e oa bet an nevezc'her-mañ evit ar wezh kentañ e saozneg gant Chomsky e 1981.
Ober a reer ivez alies a-walc'h gant an termen "anaforiezh mann" (saozneg : zero pe null anaphora) pa gomzer eus an amraganvelezh.
A-bouez-kenañ e oa bet dielfennañ mont-en-dro ar perzhioù yezhadur liammet ouzh an amraganvelezh evit gallout kompren ha termeniñ ar c'heal ma reer "arventenn" (saoz. parameter) outañ e yezhoniezh.
E-touez yezhoù brudetañ ar bed emañ ar japaneg e-touez ar re ma c'heller ober amraganvelek-kenañ oute, ma c'hell bezañ argaset er yezh-mañ koulz ar rener ha kazi n'eus forzh peseurt elfenn all eus ar frazenn. Perzhioù amraganvelezh a gaver stank pe stankoc'h ivez e sinaeg hag er yezhoù slavek.
Un nebeud yezhoù zo damamraganvelek nemetken, da lavaret eo n'heller argas nemet ar raganv pa ra dave da rener ar frazenn. Yezhoù amrenerel (saozneg : null subject languages) a vez graet eus ar re-mañ, en o zouez meur a yezh romanek evel ar spagnoleg, an italianeg, an okitaneg, ar c'hatalaneg, ar portugaleg, hag ar roumaneg met n'eo ket ar galleg.
N'eus bet implijet raganv ebet er frazennoù japaneg-se ha ret eo o c'hompren dre dielfennañ ar c'henarroud ha pounner-tre e vefe ar frazennoù ma vijent bet savet oc'h implijout raganvioù evel ma ra Europiz pa vezont o teskiñ japaneg.
Yezhoù amraganvelek eo ar yezhoù altaek ivez.
Aes eo gouzout eo "me" rener ar frazenn-mañ dre m'eo displeget ar verb gör-mek ("gwelet") er c'hentañ gour unander eus an amzer-dremenet strizh ("gwelis"). Rankout a reer kompren piv pe petra eo ar raganv oc'h ober dave d'ar renadenn eeun dre dielfennañ ar c'henarroud, ha pa vez re amsklaer ar c'henarroud e ranker implijout ur raganv evit e resisaat, da skouer, evit resisaat e oa an hini ma oa bet komzet outañ/i an hini a oa bet gwelet e vefe ret lâret kentoc'h : Senin geldiğini gördüm.
Alies e vez renket an darn vrasañ eus ar yezhoù romanek (estreget ar galleg dreist-holl) evel yezhoù amraganvelek, met e gwirionez n'int nemet damamraganvelek rak n'hall bezañ argaset gant ar yezhoù-mañ nemet ur raganv pa ra dave da rener ar frazenn. Yezhoù amrenerel a vez graet oute neuze.
Disheñvel eo mont-en-dro ar yezhoù-mañ avat diouzh hini ar japaneg deskrivet a-us rak keit ha ma ranker kompren ar raganvioù a vank e japaneg dre dielfennañ ar c'henarroud, er yezhoù romanek e vez diskwelet tamm-pe-damm dre ar vorfologiezh a-drugarez da displegadur ar verboù. Da skouer :
Disheñvel eo ar spagnoleg hag ar portugaleg diouzh an darn vrasañ eus ar yezhoù romanek dre ma vank dezhe raganvioù arbennik evit renadennoù diwar darvoud (saoz. circumstantial complements) na $partitives. Keñveriit, da skouer :
Merzet eo bet emañ liammet an amraganvelezh ouzh ar yezhoù gante ur sistem morfologel pa vez merket sklaer da be c'hour e reer dave (d.s. perseg, portugaleg...) diouzh un tu pe c'hoazh ouzh al liammet gante nebeud-tre a displegadur (d.s. japaneg, sinaeg...). Implijet e vez raganvioù dre ret avat gant ar yezhoù etre an daou benn-se (d.s. saozneg, galleg...).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.