From Wikipedia, the free encyclopedia
Un elfenn gimiek eo ar wolfram ; W eo e arouez kimiek, 74 e niver atomek ha 183,84 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo. Tungsten eo anv all an elfenn-mañ, gant an hevelep arouez W.
| ||||
---|---|---|---|---|
Tantalom – Wolfram – Reniom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 74 | |||
Rummad kimiek | Metaloù ardreuzat | |||
Strollad | 6 | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | d | |||
Tolz atomek | 183,84 ±0,01 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 4f14 5d4 6s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 12, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 6 Oksidenn drenkek skañv | |||
Tredanleiegezh | 2,36 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 770 kJ/mol 2 : 1 700 kJ/mol | |||
Skin atomek | 135/193 pm (arsellet/jedet) | |||
Skin kenamsav | 162 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 19,25 g/cm3 | |||
Teuzverk | 3 422 °C | |||
Bervverk | 5 555 °C | |||
Tredanharzusted | 52,8 nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
1 cm3 eo ec'honad an diñs wolfram
| ||||
Eus ar c'hailhoù anvet wolframit (FeWO4/MnWO4) ha scheelit (CaWO4) e tenner wolfram.
Sina e voe ar c'henderc'her pennañ e 2011 (60 000 tonennad), heuliet gant Rusia (3 100 t), Kanada (2 000 t), Portugal (1 300 t), Bolivia (1 200 t) hag Aostria (1 100 t) ; un 3 400 t bennak a voe kenderc'het er broioù all.
Sina eo ar vro ma vez arveret ar muiañ a wolfram ivez[1].
Alamaneg Wolfram, Wolform (1562), a orin dianav. Bez' e c'hall ar ger bezañ ur c'henaoz eus Wolf "bleiz" ha Rahm "dienn", hogen an eil elfenn a c'hallje dont eus ar c'hrennalamaneg uhel ram "huzil", "saotradenn" en abeg ma tegase ur c'holl bras en argerzh ar c'henderc'hañ staen.
An anv-se a voe roet d'an elfenn 74 gant ar c'himiour svedat Johan Gottschalk Wallerius e 1747.
Svedeg tungsten, eus tung "pounner" ha sten "maen", bet goveliet gant ar c'himiour svedat Carl Wilhelm Scheele pa zizoloas an elfenn 74[2].
E 1781 e kavas Carl Wilhelm Scheele un drenkenn nevez en un tamm tungsten (a vo anvet scheelite diwezhatoc'h), a anvas trenkenn dungstenek ; e geneil Torbern Bergman a lavaras neuze e vije marteze tro da gaout ur metal nevez diwar an drenkenn-se.
E 1783, ar vreudeur Juan José ha Fausto Elhúyar, kimiourien spagnat anezho, a gavas ivez un drenkenn nevez, en un tamm wolframit ar wezh-se, a oa heñvel-mik ouzh an hini bet dizoloet e Sveden. Dre ziren an drenkenn gant glaou-koad e teujont a-benn da hiniennekaat an elfenn nevez.
Ur metal ral, liv an arc'hant ha lufrus eo ar wolfram en e stad glan. Kalet-kenañ ha diaes da labourat eo, daoust dezhañ bezañ puzuilh a-wezhioù. En e stad peurc'hlan hepken e teu blotoc'h (met kaletoc'h c'hoazh eget an dir) ha govelius, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù mailh.
Tost da 20 gwezh hini an dour eo douester (19,25 g/metr/cm3) ar wolfram ; ar metal diaesañ da deuziñ eo : ar c'harbon hepken, a-douez an holl elfennoù kimiek, zo uheloc'h c'hoazh e deuzverk.
Ne zazgwered ket ar wolfram gant dour pe aer da 20°C. E gwrezverkoù uhel e ro trioksidenn wolfram WO3. Digemm ivez e chom gant an darn vuiañ eus an trenkennoù ha gant ar bazennoù.
Disheñvel eo an traoù avat gant an halogenoù : diouzhtu e tazgwered W gant ar fluor 9F da reiñ WF6 ; e 250 °C e tazgwered gant klor 17Cl (> WCl6) ha gant brom 35Br (> WBr6).
Pemp izotop eus ar wolfram a gaver en natur. Wolfram-184 (184W) eo an hini paotañ (30,64% eus an izotopoù W), heuliet gant W-188 (28,43%), W-182 (26,50%), W-183 (14,31%) ha W-180 ( 0,12 %).
Tregont skinizotop zo bet kevanaozet, an hini stabilañ o vezañ W-181 gant un hanter-vuhez a 121,2 devezh (1,3 x 1019 bloavezh eo hanter-vuhez 184W).
War-dro 60% eus ar wolfram a vez kenderc'het a ya da fardañ karbidenn wolfram (WC) ; da greñvaat an dir ha da fardañ kendeuzadoù ez a ar peurrest. Nebeutoc'h eget 10% eus ar wolfram a vez implijet e greanterezh ar gimiezh da fardañ kenaozadoù estreget WC.
Ur prierezh zo eus karbidenn ar wolfram, ur metal n'eus ket.
Dre m'eo ar wolfram ur metal uhel-tre e zouester :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.