From Wikipedia, the free encyclopedia
Tuddebrerezh a vez graet eus an debriñ tud all gant un den evit ar c'hig pe an organoù diabarzh. Un den hag a zebr kig tud all zo anvet tuddebrer. An Homo sapiens met ivez Neandertal a oa tuddebrerien e-kerzh ar Pleistosen, ha soñjal a reer e veze debret, evit ul lod, tud Neandertal gant an dud a-vremañ pa oant o'n em ledañ e douaroù Europa. An tuddebrerezh ne veze ket graet kalz en Henegipt nag e Henroma, ha goude-se ne veze graet nemet pa oa barradoù naonegezh. Ar prouennoù koshañ zo bet kavet e norzh Spagn hag a zo 800 000 vloaz kozh [1].
Hiziv-an-deiz eo muioc'h dre aferioù torfedelezh e vez kaoz eus tuddebrerezh evel e Waco, e Kalifornia, lec'h ma oa bet un den drammet o tebriñ gar ur vaouez bet lazhet en ur gwallzarvoud gant un tren [2].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.