From Wikipedia, the free encyclopedia
An Tour Vauban, bet anvet "Tour Kameled" ha "Tour Alaouret", zo ur c'hreñvlec'h savet gant Sébastien Le Prestre, markiz Vauban e Kameled er XVIIvet kantved.
Rann eus | Fortifications of Vauban |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1693 |
Anv er yezh a orin | Tour Vauban |
Stad | Frañs |
E tiriad | Kameled |
Daveennoù douaroniel | 48°16′48″N 4°35′30″W |
Tisavour | Vauban |
Statud gladel | monumant istorel rummet, part of UNESCO World Heritage Site |
Chomlec'h | le Sillon |
Emañ war ar roll Glad bedel an Unesco abaoe ar 7 a viz Gouere 2008, gant unnek lec'hienn all bet kreñvaet gant Vauban[1].
Ijinet e voe e 1683 ha oa treset e 1689 gant Vauban. Etre 1693 ha 1696 e voe savet.
E-kerzh emgann Kameled d'an 18 a Mizheven 1695 e klaskas al lu saoz-hag-izelvroat dilestrañ war an Traezh Rous, met bagadoù gall gant Vauban en o fenn a voe trec'h warno. An tour n'eo ket echuet c'hoazh ha n'eus nemet 9 c'hanol warnañ.
Gant dafar lec'hel e voe savet an tour 18 metr uhel ha 4 live dezhañ.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.