Tour-tan Tevenneg
tour-tan e Breizh / From Wikipedia, the free encyclopedia
Tour-tan Tevenneg zo un tour-tan savet war ur garreg, Tevenneg, er gwalarn da Veg ar Raz. Karrezek eo an tour, dezhañ 11 metr a uhelder ha 2,40 metr a ledander. Savet e voe gant mein tennet eus an enezennig he-unan. Un ti-annez zo stag ouzh an tour-tan, graet evit ar gward hag e familh betek 1910.
Lec’h | Enez-Sun, Frañs |
---|---|
Daveennoù lec'hiañ | 48° 04′ 17″ N 4° 47′ 43″ W |
Tour | |
Savet | 1875 |
Dafar | maen |
Emgefreekaet | 7 C'hwevrer 1910 |
Uhelder | 11 metr |
Uhelder diwar live ar mor | 295 metr |
Oberater | Maritime Public Domain |
Statud gladel | monumant istorel enskrivet |
Gweladenniñ | ne reer ket |
Annezet | n’eo ket |
Gouloù | |
Uhelder fokalenn | 24 metr, 28 metr |
Diraez | 12 mil-mor (gwenn), 9 mil-mor (gwenn), 6 mil-mor (ruz) |
Doareenn ar sinal | Q WR, Fl W 4s |
Asambles gant tour-tan ar Wrac'h Vras e talvez da heñchañ ar bigi a dremen etre Beg ar Raz hag Enez Sun. E 1869 e voe kroget d'e sevel, dindan renerezh an ijinour Paul Joly, hervez ur raktres gant Léonce Reynaud, ha lakaet e voe da vont en-dro d'ar 15 a viz Meurzh 1875.
Emgefreekaet e voe kerkent ha miz C'hwevrer 1910, abalamour ma veze diaes kas gwarded di, gant ar rust ma vez ar mor eno.
E 1994 e voe staliet panelloù heol da gaout tredan en un doare emren. Skedoù gwenn a vez taolet gant an tour-tan, gwelet war-hed 9 mil-mor, ha sklaeriadoù ruz, gwelet war-hed 6 mil-mor[1].