From Wikipedia, the free encyclopedia
Un tog, pe ur c'habell, zo ur pennwisk, da lavarout eo ur pezh dilhad a vez lakaet war penn an dud, koulz paotred koulz merc'hed hiziv. A bep seurt togoù zo, pep seurt stumm dezho.
Dont a ra ar ger eus ar ger gallek "toque".
Daou zistagadur a gaver d'ar ger: gant ur vogalenn verr, e doare Kerne-Izel (liester tokoù, tokeier), pe gant ur vogalenn hir, e doare Treger (liester togoù). E geriadur Jules Gros e kaver meneg eus tokoù ha togoù, met togoù hepken er skouerioù.
Dre vras e vez lavaret tog bremañ eus ur pennwisk un tamm faro, marteze dre ma veze gwisket togoù gant an dud uhel gwechall, pa veze boned pe kalabousenn gant tud ar bobl war ar pemdez.
Ne veze ket togoù gant ar merc'hed e Breizh a-raok dibenn ar brezel-bed kentañ .
Peurvuiañ e vez div lodenn en un tog :
Gwiskañ ar penn a vez graet gant seurtoù togoù abaoe pell, ha gant pezhioù dilhad all, a bep seurt anvioù dezhe: boned, kasketenn , koef, bered.
Betek kreiz an XXvet kantved e oa ret d'an dud goleiñ o fenn e pep lec'h, panevet-se ne oant ket gwisket da-vat. Ne oa nemet ar vugale ha ne oa ket ret dezho.
Pa vez gwelet filmoù kozh e weler micherourien gant kasketennoù, pesketaerien gant bonedoù, labourerien-douar gant togoù, merc'hed gant koefoù, pe gant mouchouerioù. Ha soudarded, poliserien, beleien, gwisket o fenn ivez.
Ne oa nemet er gêr, hag er parkeier pe war vor, ne oa ket ret gwiskañ ar penn. Met er parkeier evel war vor, ma laboure an dud dindan ar seizh amzer, e oa furoc'h goleiñ ar c'hlopenn, traken 'met evit ar yec'hed.
Tennet e veze an tog dirak an dud uhel, ar person evel-just, ar maer, an aotrou (perc'henn an douar, pe an ti), ar skolaer. Hag ivez en iliz.
Ar merc'hed avat ne oa ket ret dezho ober, na dirak tud uhel na "dirak Doue", dre ma ne oa ket dereat dezho dispakañ o blev.
A bep seurt anvioù zo, hervez ar stumm, an danvez, ar vro orin ar yezh.
| |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.