From Wikipedia, the free encyclopedia
TheMarker (דה-מרקר en hebraeg) a zo titl teir c'helaouenn hebraek embannet gant Haaretz :
Lec'hienn internet TheMarker a voe digoret d'ar 1añ a viz Mae 2000, hag enni e oa keleier diwar-benn ar brudañ, marc'had an traoù hitech, ar media, marc'had al labour, ar madoù diloc'h, ar justis, ar c'hirri hag an transportoù. E 2001 e krogas ar c'henlabour etre skipailh TheMarker ha hini ar gazetenn "Haaretz" ha war gresk ez eas tamm-ha-tamm. E 2005 e voe embannet asambles gant Haaretz. Pa voe embannet Calcalist e 2008 e voe kresket an niver a bajennoù a gaver e TheMarker hag embannet e voe distag diouzh Haaretz. En un enklask diwar-benn gwerzh ar c'hazetennoù etre dibenn 2008 ha dibenn 2009 e voe merzet e oa digresket perzh TheMarker eus 7,8% da 7,6 %[1].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.